Euredet ’omp bet deiz ma badeziant19 :
Kloc’h an iliz gozh en tour a sone,
Heol mat gourhelen20 en oabl a splanne,
Ar bleuñv a vleunie er geot war an hent,
’Mesk ar gwinizh aour evned a gane :
Euredet ’omp bet deiz ma badeziant21 :

Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried ;
Netra ne gleve, ne wele netra,
Dall e oa ha bouar22, kamm ha kammskoaziet23,
Biskoazh ur minc’hoarzh war he fas gweñvet :
Ken kozh ’vel an Douar e oa ma fried…
Met Doue a ra mat holl ar pezh a ra.

Ha pa’z oan bihan, gwiv ’vel ul labous,
Kousket em c’havell e-tal he gwele,
Hi ma luskelle, hi ma luskelle,
En ur ganañ din sonennoù ken dous
Ma teue daeroù din, ha me a ouele,
Me ’ouele didrouz o klevet ma Dous.

O sonennoù vrav he deus sonet din,
Leizh a vleuñv huñvre hadet a-vrec’had,
Biskoazh n’ho klevan hep adhirvoudiñ.
Birviken n’hellin, gwir, hoc’h ankouaat !
O sonennoù vrav he deus sonet din,
C’hwi zo gwriziennoù ma c’halon Breizhad.

Soñjal en traoù marv zo ma flijadur :
Nag a fulennoù dindan o ludu !
Pa sav diragon ma buhez krouadur,
He c’houn ’ra em c’hreiz ’vel ul loskadur,
Rak ne welan ken, – c’hwervat plijadur !
Dalbezh etalon, ’met ma fried du.

Dister e oan c’hoazh a gorf hag a oad24,
P’en don bet kaset un deiz d’ar c’hloardi.
Perak e’m heuli, o pried amoed ?…
P’he deus ma gwelet o vont d’ar studi,
– Dister e oan c’hoazh a gorf hag a oad25,
Sed ’mañ-hi ganin war dreuzoù an ti.

Ma maget he deus ; hi ’deus ma gwisket,
Bemdez ha bemnoz hi ’oa war ma zro ;
Ha koshaet em eus, ha me ’meus kresket,
Ha ma fried du, gant n’he c’haren ket,
Un noz pa’z oa-hi o kousket d’he zro,
Evit he c’huitaat, ’meus kuitaet ma bro.

Met redet he deus a-herr war ma lerc’h,
’N ur vokat d’he dorn, ’vel ar vugale.
Gant he adgwelet ’meus kollet ma nerzh,
Ha kousket hon eus er memes gwele ;
Ha Doue a roas deomp daou a vugale,
Doue a gasas deomp ur mab hag ur verc’h.

Ma mab a zo bet badezet Glac’har,
Ha ma merc’h a reer ar Feiz anezhi…
Anzavet em eus ma fried, m’he c’har ;
Yaouank he c’havan, ha koant, hag hep par,
Hag hi zo feal atav ’vel ur c’hi :
Anzavet em eus ma fried. M’he c’har.

Baleiñ a reomp bremañ dre an Douar,
Ma maouez26 diouzh ma brec’h, ma mab war ma skoaz27,
Ha war ma c’halon ma merc’h a bed Doue.
E meur a gornad ez omp bet hon pear28 :
Eurioù kuñv hon eus, deizioù garv ivez…
Ha war ma c’halon ma merc’h a bed Doue.

O redek ar bed, o ! Meur a gile29
’Neus stardet ma dorn du-se ha du-mañ ;
Siwazh ! Karantez mab-den, avel eo :
’N ur welet ma maouez30 ha ma bugale,
Aet ’int kuit an eil war-lerc’h egile,
Hag ez on chomet ma-unan bremañ.

Hag e vin ’vel-se ma-unan.
Fall-sellet d’an dud hag hetaet31 gante.
Rak-se gant ma Doue un dra ’c’houlennan :
Mont buan da ziskuizh en E garantez.

Ya. Er bed e vin bepred ma-unan,
Rak ma fried paour zo ar BAOURENTEZ !

                    1912


19 W badient

20 KLT Gouere

21 W badient

22 KLT bouzar

23 tort

24 W oed

25 W oed

26 W moéz

27 W skoé

28 KLT pevar

29 evit keneil ?

30 W moéz

31 chaseet