Gwerzenn ar marv
« Quare de vulva eduxisti me ?…
Putredini dixi : Pater meus es, et « soror mea » vermibus. »
(Job, X, 18 ; XVII, 14)
« …Eno coff ha queyn ez breiny.
Treyt ha penn, hac ez dispenny.
Lagat ha fry ha goaziet. »
(Poèmes bretons du Moyen-Âge, Buhez mabden, p. 230)
Ne ran ’met huanadiñ war-lerc’h ar marv… Ar marv !
Pa’z oan bihan, m’her spurmante ’vel un dra garv.
Ne greden ket, nann, e c’helle den her gervel :
Ha bremañ c’hoant em eus, naon em eus da vervel !
Pegoulz e teuy en-dro ma c’hig da vout ludu ?
Pegoulz e tiskennin e donded ar bez du ?
Pegoulz, pegoulz e vin krignet gant ar preñved
En ur c’hozh toull, ’barzh ur vered dizanavet ?
O ! Bout mac’het dindan c’hwec’h troatad douar pounner !
Breinaat didrouz en teñvalded, pell diouzh an aer,
Bout marv-mik !… Huñvre mat ha dous, huñvre karet,
Joa a lakaez em c’halon paour hag em spered.
Neuze e tiskuizho ma c’horf brevet d’ar boan.
Mont a reer da repoz er gwele goude koan :
War-lerc’h koan ar vuhez, er bez e tiskuizhin.
Ha, ’vit lañjer, douar ha geot em bo war ma c’hein.
E-pad ma vin ’vel-se kousket yen-skorn eno,
’Us da’m fenn marv ar c’hantvedoù a dremeno ;
Rod an amzer a droy atav en un hudal…
Met me ne welin mui ar c’hoari : me ’vo dall.
Galvet e vin marse gwech a ve gant ma zud,
Met n[e] eilgerin tra dezhe, rak me ’vo mut ;
Gant trouz festoù ar Bed ’c’hello kreniñ an Douar,
An trouzioù-se n’o selaouin mui : me ’vo bouar2.
Me ’vo dall, me ’vo mut, me ’vo bouar3, me ’vo brein !
A-hed-kaer e m[a] bez, un hun pounner a rin4,
Hun hep huñvre, e sol un nozvezh hep trenoz,
Er peoc’h !… Er peoc’h !… Er peoc’h !…
– Met perak ha penaos ?
Penaos e kanan-me war un ton ken beunek ?
Gerioù a zic’hoanag n’en deo ket brezhonek !
Pe gwalleurioù enta em eus bet, ha pe droug ?…
– Pe droug ? Siwazh, siwazh, ma c’halon en em rog5 !
Ganet ’on er glac’har, mab d’ar C’hentañ Pec’hed :
Douget em eus ma c’hroaz a-c’houde, hed-ha-hed,
Hed-ha-hed, heuliet ma hent rust hep ’n em glemm,
Hag ar glac’har atav a’m fike gant e flemm.
Ya ! Skoet en deus ar gwalleur dall war ma c’halon,
Skoet a-dreuz hag a-hed, hep truez ’vel ul loen6.
Dindan e daolioù puilh ma fenn em eus pleget,
Leun a zaeroù, gant an anken hanter vouget.
Siwazh ! Dec’h e ouelen, hiriv e ouelan c’hoazh ;
Goueliñ a ran henoazh, me ’ouelo forzh, warc’hoazh,
Noz na deiz ne c’hellan ehaniñ a oueliñ,
Daeroù a zo ma c’hoan, ha ma hun, ha ma lein.
Mallozh da’m deiz kentañ ! Mallozh war e sklaerder !
O Breinadur, ma mamm, o preñved, ma breudeur7,
Deu’t, hiraezh em eus deoc’h, hastit ! ’Vel ul liñsel,
Gronnit-me holl eus ar c’hlopenn betek ar seul8 !
Petra a ran, truek, er bed-mañ a zaeroù ?
’Vel Job an den santel, ez on war deil ar c’hraou,
N’em eus netra, n’en don netra. – Mall eo da’m eur 9
Soniñ, mall eo d’an Ankoù kozh dont da’m c’hemer !
Ma divhar a horjell evel re unan mezv,
Leun ’on a soñjoù sot… Liammoù, liammoù,
Ne vezot ket enta torret ?… O ma ene,
Sailh er-maez a ma c’hreiz ha nij e sol an neñv10 !
Rak, n’eo ket war ma c’horf hepken e hirvoudan.
’Vit kastiziñ pec’hed ar c’hentañ tad Adam,
Glac’haret eo eneoù paour e vugale,
E pep lec’h ma kerzhont ar Boan zo etale.
Er-maez a zour ar mor n’hell ket beviñ ar pesk :
Mor ma c’harantezioù zo bet kaset da hesk ;
Aet ’int kuit, holl ar re a greden e’m c’harent,
Ma dilezet o deus me-unan er pear-hent11.
Goulioù diavaez, goulioù diabarzh :
Penaos e talc’h’fes d’ar vuhez, paourkaezh barzh ?
Ar marv hepken a c’hell reiñ dit peoc’h ha repoz :
Penaos d’ar marv karet nompas kornal ur poz ?
En emgann pemdeziek den ne ro din an dorn.
A sizhun ma buhez pa vo deut ar sadorn,
Pa’m galvo an Ankoù, flourikus ’vel ur c’hi,
E vougenn12 digiget a vokin gouez dezhi !
« Arsav, eme ar Bed, gant tristezh da gomzoù.
Da bep poan, plijadur ha c’hoarzh a zo louzoù ;
Gwellaat a rint ivez da gleñved mar karez :
Ev ganeomp gwin ar joa er werenn karget rez ! »
– C’hoarzhin ? P’en deo ma skoaz flastret dindan ar bec’h,
Ha p’en don mac’hagnet korf ha spered, a-bezh ?
C’hoarzhin !… ’Vel-se e ra meur a unan, da’m oad13.
’Met me, me, ha gallout a rafen ? – Bed amoed !
Kalon mab-den a zo ur varrik dizeunet :
Kaer en deus plijadur war blijadur donet,
Hag ar Bed her beuziñ en e joaioù follañ,
War ar gaezh voull-fank-mañ birviken ne vo leun14 !
Neuñv enta, Bed, e lec’hid lous da blijadur ;
’Vidon, glan e chomin diouzh he c’housiadur,
Ha ne glaskin konfort, em zreboulioù euzhus,
Nemet diouzh treid ma Doue, ma Doue madelezhus…
…Met c’hoantaat a ran ’tav, hirvoudus, an Dilamm,
Ma’z ay ma eskern paour, kammet da ugent lamm,
Da gousket er c’harnel betek deiz ar Barnour,
– An deiz-se e savo ma c’horf leun a enor15 – ;
Ha ma c’hello m’ene, skañvoc’h ’vit an avel,
En tu ’rall eus ar marv darnijal divarvel,
Da vout, kuitaet dezhañ ar bed-mañ yen ha strizh16,
Eürus da virviken…
Doue, etre Ho tivrec’h !
Kergonan, 1907
2 KLT bouzar
3 KLT bouzar
4 W rein
5 W roug
6 W lon
7 W breudér
8 W sél
9 W ér
10 W né
11 KLT pevar-hent
12 KLT chot
13 W oed
14 W lan
15 W inour