al Lodenn V a c’hoarier

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E ti Jonathan, un hanter-lev a-zoc’h Bethleem.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : JONATHAN, SUZANN, SEFORA.
Jonathan a zo kousket en ur gador vras.

 
SUZANN
Ha ! kousket eo…An heol newazh a zo savet.
Peseurt noz ! Peseurt noz em eus-me tremenet
Er c’hraou-se !… Ur sterenn a splann ’vit birviken*    [W birhuikin]
E m[a] c’halon !… Perak emañ deut ar mintin
Kenkoulz-mañ ?… N’en deus ket sur er-walc’h e nep lec’h
Mamm ebet ken tener na ken koant ’vel hounnezh,
Krouadur ebet ken dous, ken brav ’vel an hini
A oa war he barlenn o vousc’hoarzhin diouti.
Pegoulz e kavin-me an tu d’o gwelet c’hoazh ?
Pas hiziv… Nann, un deiz bennak, marse warc’hoazh.
 
Galviñ a ra he matezh.
 
Sefora, degas din ma c’hegel hag ar gloan
Hon eus touzet war gein an deñvedenn gwennañ
Ma rin d’ar c’hrouadur-se dilhad ’vit ar goañv*.    [W gouian]
Kae buan… Paourkaezh tad-kozh, pe ken pell e kousk eñ* !    [W ean]
Chomet eo dihun kaer perchañs da m[a] gortoz
War an treuzioù betek m’en deo aet kuit an noz.
 
SEFORA gant ar pezh a zo bet goulennet ganti
Setu.
 
SUZANN
          Ha ! trugarez, Sefora.
 
SEFORA
                                                 Mar karit*    [W karet]
Me ’sikouro ganeoc’h… ken na vo digousket.
 
SUZANN
Pas, gwell eo dit monet d’ar winieg ; marse
Te ’gavo c’hoazh ur barr bennak da gas dezhe.
 
SEFORA
Mat.
 
Mont a ra kuit.
 
SEFORA
         Paourkaezh tud !… Paour ’int !… Ha pell a-zoc’h o bro.
Penaos e vivint-int en ul lec’h ken distro ?
 
JONATHAN digousket
Ha ! ma c’hrouadur, krediñ a raen e oes kollet !
Ne c’hellan ket lâret an nec’hañs em eus bet
Diouzh da c’hortoz ken pell amañ, me-unan-ker.
 
SUZANN
Pardonit din, tad-kozh ; an noz a oa ken kaer
An neizheur ; an avel ken dous, hag ar stered
Ken splann ma n’em boa ket c’hoant ebet da gousket.
Me ’lâras : « Sefora, deus ganin : an noz-mañ,
Sell, n’en deo ket heñvel diouzh ar re ’rall. Deus ’ta.
Deomp da welet du-hont, don-div, ar vugulion
A c’houarn loened ma zad ; ar bolomm Zabulon,
Hadar hag ar re ’rall… » Ha setu ni en hent.
Ar stered a rae droug ken splann ’vel ma luc’hent.
En un taol ni a wel en oabl eus an amzer
Divaskell o nijal hag a daol ur splannder
Hep par en-dro dezhe, divaskell bras, gwenn-kann
’Vel an erc’h ; int a bount a-dreist deomp hag a splann.
« Aeled ’int, a lâran, aeled ! »… Kaniñ a raent
Ur c’han hag a spisae a-vuzul ma tostaent.
 
JONATHAN
Petra a larent-int en ur ganiñ ’vel-se ?
 
SUZANN
« Gloar da Zoue ; peoc’h d’an dud en deus vat volontez.
Kerzhit da Vethleem, emezint, hag eno
C’hwi ’gavo ar Mesi gort’et* deoc’h a werz zo. »    [gortozet]
 
JONATHAN soñjus
Ar Mesi ?… Ha !… Goude ?
 
SUZANN
                                                  Int ’n em gollas en neñv.
Ar vugulion, war sav ’veldomp, keñtig-keñtan,
A lâre : « Deomp betek Bethleem da welet
Ar burzhud bras en deus bannet deomp an aeled. »
 
JONATHAN
Ha te zo bet gante e Bethleem, ma merc’h ?
 
SUZANN
Ya, betek Bethleem me zo aet war o lerc’h.
 
JONATHAN
Hag eno ?
 
SUZANN
                   Ha !… eno ! War ar plouz, en ur c’hraou,
Ya, en ur c’hraou, tad-kozh, digor d’an avelioù,
Truek ha diskonfort, kavet hon eus, kousket
En un of, ar paourkaezh, un of ’vit al loened,
Ar c’hrouadurig bravañ em eus biskoazh gwelet,
Sur er-walc’h ar Mesi a c’hrataas Doue d’ar bed.
 
JONATHAN
Ar Mesi ?… Just er-walc’h, a-benn-kaer, me ivez,
Ma soñj a oa gantañ… Tra ma kousken aze
E m[a] c’hador, en ur c’hortoz ar gouloù-deiz,
Graet em eus, a-zivout ar Mesi, un huñvre.
 
SUZANN
Ha !…
 
JONATHAN
             Huñvreal a raen, tuchant, ha me ’wele,
Azezet war ebeul un azen, ’vel ur roue,
Ar Mesi o tiskenn a-zoc’h tor ur menez.
An dud en-dro dezhañ, o kerzhet, a gane :
« Hosannah, hosannah da vab David ! » En hent,
Goloet gant glazadur ar barroù a droc’hent
A zibouke adal’ d’an Templ ; ar beleg-bras
Betek an diwezhañ pazenn a ziskennas
An diri mein ’vit dont, eurus, en e arbenn,
Ha kinnig, gant doujañs, dezhañ ur gurunenn.
Gwazh ’vit biskoazh an Templ a-bezh a zassone
Gant klemmoù al loened skakrifiziet da Zoue.
E kêr ne oa ket mui soudard roman ebet.
Eus ar vro ar Mesi en devoa int skarzhet
Ha dont a rae, kreñvoc’h ’vit m’en deo bet hini,
Da gonsakriñ war an aoter e vestroni…
Setu, ma merc’h, ar pezh em eus-me huñvreet,
Me ’lâro mem’ : setu ar pezh a vo gwelet
Kent pell, me ’soñj… Selaou ar c’homzoù a lennen
En hol levrioù santel tuchant kent ma kousken.
« En amzer-se, ar re choazet — da lâret eo
Ni-mem’, ya, ar Juived — a welo traoù nevez.
An heol, hep noz ebet, a splanno evite.
Dezhe an enorioù, an eur, al levenez.
An douar a zaskoro dezhe e drezolioù*.    [KLT teñzorioù]
Eus an ifern torriñ a rint ar rañjennoù.
Ar re choazet a vo galvet en amzer-se
Da veviñ en ur vro hep par, ha ’vit ar Roue
A z’le dont, ur templ a vo savet eno
Hag a welo o taoulinañ tud a bep bro. »
Suzann, klevet e teus ?… Ar Mesi a c’hort’an*    [c’hortozan]
N’en deo ket anezhañ ur c’hrouadurig bihan,
Mab ur paourkaezh, ganet war ar plouz eus ur c’hraou.
Nann, ma merc’h, me ’sav-me uheloc’h ma soñjoù.
Ar Mesi a vo roue : ar skritur mem’ hel lâr,
Ha Doue a roy dezhañ ’vit rouantelezh an douar.
 
SUZANN
Ya, me ’gred kement-se, tad-kozh, met peseurt roue
A vo-eñ ? Ur roue mat hag a yay, hep arme,
Hep klezier spontus, gant douster ha truez,
Da c’hounit ar pobloù dre nerzh ar wirionez,
Peotramant na vo ket anezhañ disheñvel
Diouzh ar re ’rall a zoug ur gerlenn war o zal ?
 
JONATHAN
Ha ! yaouank ’out ! Un den her gwel… ! Ha te ’gred-te
Penaos ’vit hol lakaat da sentiñ mem’ diouzh Doue,
Diouzh ur roue, den ’veldomp, bihanoc’h c’hoazh moarvat,
An druez, an douster a zo moienoù mat ?
Pas, ’vit gounit ar bed, ’vit bout ar mestr hep par,
An touchour a stago ar rouanez diouzh e gar,
Bout mat n’en deo ket ret, traoù er-walc’h eo bout kreñv*.    [W kriù]
Sell ’ta ar Romaned : int eo ar vistr hiziv.
Holl ar pobloù a bleg dindan o lezenn, holl.
O nerzh a zo ken bras ma vefe ret bout foll
’Vit klask c’hoari gante dre zouster. An hini
A venn an Aotroù Doue lakaat da vout Mesi
Rekis e vo dezhañ bout kreñv enta, kreñvoc’h
’Vit mabed Mathathias hag holl hor rouanez kozh,
Kreñv dre e soudarded met kreñvoc’h c’hoazh, ma merc’h,
Dre an aour a strewo, a zornad, war e lerc’h,
Ne ’teus ket ’ta klevet tuchant peseurt komzoù
Em eus lennet ? « An douar a roy e drezolioù*… »    [KLT teñzorioù]
Da biv ? Deomp-ni enta, deomp-ni, d’ar bobl choazet.
Deomp-ni an aour, deomp-ni an nerzh, deomp-ni ar bed !
Ar re ne blegint ket nag er gwad nag en tan,
Kred-me, an aour a zeuy da benn anezhe buan,
Hag ar Juived a vo ar vistr er bed a-bezh
P’o devo pell er-walc’h pleget dindan ar mezh.
 
SUZANN
Ya, ’vel-se eo perchañs e vo an traoù… Brezel,
’Vel gwecharall… ar gwad, an tan… brezel santel…
Ar re gwan ’vel a-gent gwasket ; hini d’al laez
’Vit o difenn diouzh an taoloù, nann, pas mem’ Doue.
Ho ! ma c’halon ’n em sav enep d’ar soñjoù-se !…
Dalbezh an teñvalded enta, jamez an deiz !
Jamez ar splannder gaer a daol ne vern e-men*    [KLT pelec’h]
War mizerioù mab-den golo e vantell gwenn !
N’en don ket-me abil ’veldoc’h, n[e] ouzon ket,
Ne vennan ket gouzout petra a zo skrivet
En ho levrioù. Gwell eo ganin selaou kentoc’h
En don a m[a] c’halon ur vouezh konfortusoc’h ;
Ar vouezh-se a lâr din penaos ne vo ket mui
Brezel etre an dud pa vo deut ar Mesi.
E lezenn a vo kreñv ’vel an had a strewer
En irvi hag a daol t’ouezad* e berr amzer    [tañvouezad]
Dre e lezenn hepken ha dre e garantez,
Tad-kozh, gounit a ray ar bed d’ar wirionez.
 
JONATHAN
Gounit a ray ’vel-se ar re gwan, ar re paour…
 
SUZANN
Al lod bras ’int.
 
JONATHAN
                            Met ni ?
 
SUZANN
                                           An neb en deus an aour,
Ar madoù, an dañvez, petra a c’hoantay-eñ
Ouzhpenn ? Ne gredit ket en deus al lod gwellañ ?
Laoskit ’ta ar re ’rall ivez, mar plij ganeoc’h,
Da soñjal meur a wech en ur stad eurusoc’h,
Da c’hoantaat ur Mesi dous ha karantezus
Hag a venno bout paour ’velte ha maleurus ;
Laoskit-int mem’, tad-kozh, da glask o brasañ joa*.    [W joé]
En ur grediñ penaos emañ kavet dezhe.
 
JONATHAN
Kavet dezhe ?… E-men* ?    [KLT Pelec’h]
 
SUZANN
                                                 Ar c’hrouadur-se ganet
Etalomp, an neizhiour, n’hoc’h eus ket her gwelet ?
Eñ eo, tad-kozh, eñ eo ar Mesi : an aeled,
Daousto d’e baourentez, en deus hen anavet.
Greomp ’velte… Selaouit.
 
Kleviñ a reer an aeled o kaniñ : « Gloria in excelsis Deo et in terra pax hominibus bonæ voluntatis. »
 
JONATHAN a gouezh war e zaoulin
                                               Me ’glev !… Me ’glev !… Eñ eo !
Bethleem, Bethleem, nag eürusat ’out-te !