al Lodenn IV a c’hoarier

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar c’hraou a Vethleem. Da gentañ dor vras ar c’hraou a zo serret.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : REBEKKA, AZARIAS,HADAR, LABAN, RUBEN, SAMUEL, bugulion arall, AR WERC’HEZ, SANT JOJEB, AR GWALL-SPERED

 
REBEKKA ur pod-dornek war he skoaz
Nozvezh vat, Neftali, kousket ’oc’h ?
 
NEFTALI azezet e-tal e di
                                                                  Feiz, pas c’hoazh.
Pounneret mat en deus ma daoulagad newazh.
An noz a zo ken kaer m’en don chomet amañ
Er-maez, n[e] ouzon ket perak na ’vit petra.
Komañs a raen kousket.
 
REBEKKA
                                              Bout zo tud en ho kraou,
Lâret ’vefe.
 
NEFTALI
                    Feiz ya.
 
REBEKKA
                                    Gwelet a reer gouloù
Dre an nor o splanniñ… Piv  hoc’h eus-c’hwi enta
Degemeret ’vel-se en ho kraou an noz-mañ ?
 
NEFTALI en e sav
N[e] ouzon ket… Deut ’int, ur paourkaezh hag e v[a]ouezh,
A Nazareth… kentoc’h ’vit o lezel er-maez,
Dam !…
 
REBEKKA
                Sur er-walc’h !… N’o deus ket ’ta kavet e kêr
Lec’h ebet ?
 
NEFTALI
                       Nann… An dud a sell diouzh o mizer,
Ha newazh, Rebekka, p’o gwel’fes ! Biskoazh,
Kaer em eus tuchant ober soñjoù ha klask*    [W klah]
Mar anavan hini amiaploc’h ’vite,
Ne gavan ket.
 
REBEKKA
                           Allaz, an dud zo hep truez.
 
NEFTALI
Pas, ma merc’h, n’en dint ket hep truez, met te ’oar*,    [W houi]
Bout zo an deizioù-mañ arc’hant mat da c’hounit
Er c’hêrioù eus ar vro. An dud, a-vandennoù,
Stankoc’h pe stank a za, hervez gourc’hemennoù
An impalaer, hor mestr, da verkiñ o anvioù
Er gêr hag a zo bet kavet o familhoù.
 
REBEKKA
Karget eo Bethleem a zian’vezerion.
 
NEFTALI
Un dra vat ’vit an holl !
 
REBEKKA
                                           ’Vit ar marc’hadizion
Muioc’h c’hoazh.
 
NEFTALI
                               Sur er-walc’h. Perak ’ta bout souezhet
Mar n’en deo ket ar paour kenkoulz degemeret
’Vit ar pinv’ik ? ’Vel-se eo bet dalc’hmat an traoù.
 
REBEKKA
Allaz, ya.
 
NEFTALI
                  Gwell eo c’hoazh an dud war ar maezioù
’Vit e kêr.
 
REBEKKA
                   Doue hepken a oar petra a dalv
Pep unan, Neftali.
 
NEFTALI
                                  Ya, gwir eo.
 
REBEKKA
                                                        Ar re ’rall
A laosk an dud er-maez ; c’hwi, en ho kraou dister,
C’hwi a lak ur feskenn plouz ’vit o degemer…
’Vit ar pezh hoc’h eus graet Doue ho paeo un deiz.
 
NEFTALI
Paeet ’on bet dija, ma merc’h, ’vit an druez
Em eus, diouzh o lojiñ, diskou’et* d’ar gaezh tud-se.    [evit diskouezet]
Diouzh o kuitaat, lâret o deus din trugarez
Gant kement a zouster m’en deo ma c’halon paour
Eurusoc’h ’vit p’em befe eo bet un dornad aour.
C’hoant em boe, Rebekka, d’n em lakaat dirakte
War ma daoulin.
 
REBEKKA
                                Warc’hoazh, m’o gwelo, me ivez.
Met mall eo din tostaat d’ar gêr. Nozvezh vat deoc’h,
Neftali.
 
NEFTALI
               Nozvezh vat, Rebekka.
 
Rebekka a ya kuit.
 
NEFTALI e-unan
                                                          Seul muioc’h
E soñjan en dud-se bremañ, seul bouilhoc’h ’on.
Douster an neñv a zo deut holl e m[a] c’halon.
Ne gouskin ket henoazh en ti ; nann, re gaer eo
An noz… Gwell eo ganin chom amañ… etalde,
D’o gouarn, ’vel ur c’hi mat e vestr… Ha ! ar c’housked
A gouezh e m[a] skeudoù*… Ra vo Doue hor yec’hed.
 
Kousket a ra. Kleviñ a reer neuze ar ganerion o kaniñ an noelennoù gozh eus hor bro, kejet gant abilted dre an Aotroù Decker. E-pad an amzer-se, ar vugulion a zisoc’h war an teatr.
 
NEFTALI digousket
Che ! Nag a dud tolpet amañ e-tal ma zi !
Dirak ma dor ’vel-se petra a c’hort*it-c’hwi,    [evit c’hortozit]
Ma zud vat ?
 
LABAN
                        Deut ’omp da welet an Aotroù Doue
Diskennet an noz-mañ eus an neñv er c’hraou-se.
 
NEFTALI
Doue ? Petra ?… Diskennet e vefe ken izel ?
 
HADAR
Ya. N’hoc’h eus ket enta klevet komzoù an ael ?
 
NEFTALI
Klevet em eus kaniñ en oabl eus an amzer
Ha, war un dro, gwelet em eus en ur splannder
Vras, divaskell gwenn-kann a-dreiston o nijal.
Met, ’vit lâret gwir deoc’h, me ’grede huñvreal.
 
HADAR
N’hoc’h eus ket huñvreet pas muioc’h ’vidomp-ni.
En ho kraou, an noz-mañ, ganet eo ar Mesi.
Hervez komzoù an ael, ni hon eus her klasket
Ha, paour ’veldomp, amañ, sur ’omp eus her c’havet.
 
An nor a zigor, gwelet a reer, en un of, Jezuz etre ar Werc’hez ha sant Jojeb.
 
AR WERC’HEZ a sav ha gant un douster hep par
Ho ! Paourkaezh tud ! Deut ’oc’h a-bell… noz eo… yen eo !
 
LABAN
Petra ’vern, p’en deo gwir, amañ, ni a gav Doue.
 
Ar vugulion a gouezh war o daoulin, ar Werc’hez a gemer Jezuz etre he daouarn ha, ’vel un heol Sakramant her sav, war he gwar, a-dreist holl ar pennoù pleget. Ar vugulion, daou-ha-daou, ar re vihan kentañ, a dosta d’ar c’hrouadur, a ginnig dezhañ o donezonoù, hag a za en-dro, o divrec’h kroazet gante war o c’halon, ’vel tud en deus kumuniet. E-pad an amzer-se,
 
AR GANERION

    ADESTE FIDELES, LÆTI TRIUMPHANTES, VENITE ADOREMUS
    NATUM VIDETE REGEM ANGELORUM. VENITE, ADOREMUS.
 
AR WERC’HEZ he-unan — p’en deo aet kuit ar vugulion — a gan :

        O ma c’hrouadur, ma oanig gwenn,
        Deu’t da ziskuizh war ma barlenn.
        Kalon ho mamm a vo tommoc’h
        ’Vit ar plouz yen ’zo dindanoc’h.
        Deu’t, ma c’hrouandur, ma oanig gwenn,
        Deu’t da ziskuizh war ma barlenn.
 
                ***
        War ma barlenn, o ma c’hrouadur,
        Kouskit bremañ gant plijadur,
        An avel-noz ho luskello,
        An evned gwiv ho tigousko.
        Kouskit enta gant plijadur
        War ma barlenn, o ma c’hrouadur.
 
                ***
        Tra ma vefet kousket ’vel-se
        An aeled gwenn a zeuy, ma Doue,
        Hag a strewo war ho kavell
        Splannder hep par o divaskell
        Tra ma vefet kousket ’vel-se
        An aeled gwenn a zeuy, ma Doue.
 
E-pad an diwezhañ poz, un ael a zispleg e zivaskell a-dreist d’ar vamm ha d’ar c’hrouadur.
 
AR GWALL-SPERED divaskell du diouzh e zivskoaz, hep bout gwelet gant ar Werc’hez
An aeled gwenn a zeuy… hag an arall ivez
An ael du forbannet eus an neñv hep truez.
Luskell, m[a]ouez, ya, luskell da vab !… Ha ! Ha ! un deiz,
P’en devo diskou’et* splann d’an dud lorc’het piv eo,    [evit diskouezet]
Ma zro a zeuy… ya, ya… hag en ul lec’h uhel
Me ’choazo-me dezhañ ur gwele… ’vit mervel.