al Lodenn II a c’hoarier

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Dirak ti ar maj Balthazar, e bro ar C’halde. E deun eus an teatr, pilerioù maen, etreze gwelet a reer an toennoù gwenn eus ur gêr bennak. Noz eo.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : Balthazar, ar Gwall-Spered, Gaspar ha Melkior.

 
BALTHAZAR e-unan, lunedoù hir en e zorn, levrioù ha paperioù en-dro dezhañ, ar Gwall-Spered war-dreñv e gein.
Ne splann ket ar sterenn, kaer em eus he gortoz.
Nann, kaer em eus furchal an donded eus an noz,
E-mesk ar stered gozh anavet a werz zo
Rak ma splannont ’vel-se lies war hor c’horn-bro,
Allaz, ne welin ket c’hoazh henoazh an hini
A c’hort’an* hep arsav… ar sterenn a z’le    [c’hortozan]  [W zeli]
En ur splanniñ un noz bennak a-dreist ar bed
Reiñ da c’houzout d’an holl penaos e vo ganet
Ar Salver.
 
AR GWALL-SPERED gwisket ’vel ur maj kozh
                  Ar Salver ?

Balthazar ’n em zistro, bamet.

                                     Ne vezoc’h ket souezhet
En ur welet un den ha ne anavit ket
Deut en ho ti, Aotroù, ’vel ul laer.
 
BALTHAZAR
                                                             Piv ’oc’h-c’hwi,
Mar plij ganeoc’h ?
 
AR GWALL-SPERED
                                   Piv ’on ?… Un den hag a studi
’Veldoc’h an traoù kuzhet en deun a gement tra.
 
BALTHAZAR
Tra ma plijo ganeoc’h chom a-barzh, be’it* enta    [KLT bezit]
Eürus e ti ar maj Balthazar.
 
AR GWALL-SPERED
                                                  Eürus ! Ho !
Aet eo kuit… ne zeuy ket mui anezhi en-dro
An eürusted em eus gwecharall anavet ;
Aet eo kuit ’vit hiziv, ’vit warc’hoazh, ’vit bepred*…    [W perpet]
’Vit an dud ’veldomp-ni bout eürus a vefe
Gwelet splann mat e-men* emañ ar wirionez,    [KLT pelec’h]
Hag ur wech anavet, he c’hariñ, hec’h heuli,
N’hor bout na noz na deiz ken soñj ’met anezhi,
He servij, he difenn dre nerzh pe dre zouster,
Ha beviñ ha mervel beuzet en he splannder.
N’en deo ket gwir ?
 
BALTHAZAR
                                   Gwir eo.
 
AR GWALL-SPERED
                                                  Ama, kaer em eus bet
Digor d’ar wirionez daoulagad ma spered
Ha mont a-benn dezhi, ma divrec’h astennet,
Ar wirionez ennon n’en deo ket diskennet.
 
BALTHAZAR
Splanniñ a ray kent pell ’vel an heol war ar bed
Ha pep spered eus he sklêrder a vo leuniet ;
An teñvalded kentizh a dec’ho dirakti
Ha pep unan a yay gant e hent hep fari.
Kement-se el levrioù santel a zo skrivet.
 
AR GWALL-SPERED
Ya.
 
BALTHAZAR
      C’hwi her goar kenkoulz ’veldon mar o lennit*.    [W lénet]
 
AR GWALL-SPERED
M’o lenn ’veldoc’h, met…
 
BALTHAZAR
                                               Met petra ?
 
AR GWALL-SPERED
                                                                    N’o c’hredan ket.
 
BALTHAZAR
Petra a gredit-c’hwi enta ?
 
AR GWALL-SPERED
                                               Ha ! Selaouit* !    [W Cheleuet !]
M’hel lâro deoc’h, Aotroù, hep gaou hag hep distro.
Kozh-bras ’on, ya, kozh-bras : n’en deus ket razh er vro
Hini ken kozh ’veldon, nann, hini : ar stered
A welit o splanniñ du-hont en teñvalded
A c’hell’fe marse lâret deoc’h hep arvar
Holl ar bloazioù em eus tremenet war an douar,
Ya, ar stered hepken… Ama, ar bloazioù-se,
Tremenet em eus int, deiz ha noz, noz ha deiz,
Ma zal war al levrioù, santel pe pas, pleget,
O klask enne ar Gwir, magadur ar spered.
Allaz ! Ret eo bet din o lezel a-gostez
Rak biskoazh n’em eus ket kavet ’met gaou enne.
Ar gaou eo a zo mestr e pep lec’h, ya, ar gaou,
E beg mab-den, en e galon, en e levrioù.
N’en deus ket en hor mesk lec’h ’vit ar Wirionez.
 
BALTHAZAR
’Vit he c’havet savomp hon daoulagad d’al laez.
 
AR GWALL-SPERED
D’al laez ?… Ya, pell amzer m’em eus soñjet ivez
P’en deo gwir emañ mut an douar goulenn gant Doue
Ur respont ’vit ar pezh a dregas ma spered.
Pas muioc’h ’vit an douar Doue n’en deus respontet.
Ama, me ’soñj penaos… ne spontit ket m’ho ped,
Me ’soñj enta penaos n’en deus ket Doue ebet.
 
BALTHAZAR
Ho ! ’Vit lâret komzoù ken hardizh, piv ’oc’h-c’hwi ?
’Vit komz ken divalav diragon, e m[a] zi,
Piv ’oc’h-c’hwi c’hoazh ur wech, piv ’oc’h-c’hwi ?
 
AR GWALL-SPERED
                                                                                        Piv ’on-me ?
Ne grenit ket, Aotroù : me zo… ar wirionez.
Ne dalv ket mui ar boan chom pelloc’h d’he gortoz,
Setu hi : n’en deus ket netra gwir ’met an noz.
A-dreist deomp, en-dro deomp, an noz, an noz teñval*,     [W tioél]
Teñvaloc’h c’hoazh, me ’gred, en tachadoù santel.
An noz a c’hronn ar bed hag an dud a-viskoazh
Ha ne achu ket mem’ pa za ar marv d’o c’hlask*.    [W hlah]
Eus an noz ez omp deut, a-benn d’an noz ez omp.
Enni ez omp ganet hag enni e vevomp,
Hag ar splannder a daol meur a wech an noz-se,
’Vel al luc’hed hag ar brogon war hor buhez,
Ne ra ket anezhi, allaz, ’met hor spontiñ
Ha lakaat war hor penn ar blev da hirisiñ.
Be’it ur gredenn arall, Aotroù kaezh, mar karit*,    [W karet]
Tra ma’z hel luskeller ar c’hrouadur ne spont ket.
 
BALTHAZAR
Ho ! Pe tourmant a zo bremañ e m[a] spered !
Perak, ya, ya, perak em eus-me selaouet
Ho komzoù braouac’hus ?… Lakaet o deus an tan
Er c’hredennoù sakret a oe nerzh ma ene*…    [W inean]
Mervel a reont…
 
AR GWALL-SPERED
                               Marv ’int !
 
BALTHAZAR
                                                   Pas… O ma c’hredennoù,
Ma c’hredennoù karet, feiz sonn ma gourdadoù,
Pas, n’en doc’h ket c’hoazh marv daousto d’ar gwall avel
En deus c’hwezhet warnoc’h, o kredennoù santel !
Splannder gaer, o splannder hep par ar wirionez,
Deu’t en-dro, splannit c’hoazh ennon, heol ma buhez.
 
AR GWALL-SPERED
Sklêrder ebet… an noz dalbezh… an noz hepken*.    [W hempkin]
 
BALTHAZAR
Ya, met gorto’it*, Aotroù, ya, gorto’it ar mintin    [gortozit]
Ha mar ne serrit ket ho taoulagad neuze,
Pep tra a lâro deoc’h splann mat ez eus un Doue,
Un Doue mat, mat hep somm*, met un Doue kreñv ivez.    [infiniment e galleg]
Ha ! diwallit, Aotroù, c’hwi her c’havo un deiz.
 
AR GWALL-SPERED
N’em eus ket un erbed anezhañ.
 
BALTHAZAR
                                                            M’hen douj-me.
 
AR GWALL-SPERED
’Vel ar sklaved ar mestr ha ’vel an dud ar roue
C’hwi hen douj… Ha ! Paourkaezh !
 
BALTHAZAR
                                                                  M’hen douj gant karantez.
Ya, m’hen douj ’vel ma mestr, m’her c’har rak ma zad eo,
Me ’gred — kaer hoc’h eus komz — emañ a virviken*    [W a virhuikin]
Ha m’hen ador stouet war bennoù ma daoulin,
Ma spered a zo gwan en noz eus an doutañs ;
Met, ’vel ur sterenn vat, dalbezh an esperañs
A-dreist an hent a splann lugernus hag a ra
Nerzh din e-kreiz an teñvalded eus ar bed-mañ.
M’hoc’h ador, o ma Doue, a-benn deoc’h e sellan,
Grit enta ma splanno kent pell ho merc’h en neñv*.    [W nean]
Arru eo an amzer hoc’h eus c’hwi-mem’ choazet
A werz zo ’vit degas ar roue grataet d’ar bed.
Daousto d’an noz me ’sav ma daoulagad d’al laez
Rak koñfians em eus en ho komzoù, ma Doue.
 
AR GWALL-SPERED
Doue ne responto ket, paourkaezh.

Gwelet a reer en un taol ur sterenn nevez o lugerniñ en teñvalded.

BALTHAZAR
                                                                Ha !… Ar sterenn.
Ne welit ket, setu ar respont a c’hort’en*.    [c’hortozen]
 
AR GWALL-SPERED
Ur goc’had tan en deus ur bugul alumet
’Vit tommiñ tra ma vo er-maez gant e loened.
 
BALTHAZAR
Pas… Ho ! Pas, n’en deo ket sklêrder ur goc’had tan
A welomp o splanniñ du-hont ken pell, war-dreñv
Ar menezioù uhel : ur sterenn eo, ya, ya,
Hag he splannder a gresk, a ziskenn war pep tra.
Leuniañ a ra an douar, an neñv… lâret ’vefe
Penaos emañ an noz o tec’h dirak an deiz.
Perak ne dec’hit ket ’vel an noz, c’hwi ivez ?
 
AR GWALL-SPERED
Rak me, Aotroù, ne spontan ket… Pas mem’ dirak Doue.
 
BALTHAZAR
Ha ! m’hoc’h anav bremañ !… Ho ! perak em eus-me
Anduret ho komzoù braouac’hus ken pell-se !
Kerzhit kuit, kerzhit kuit !
 
AR GWALL-SPERED o kuliñ
                                               Ya, plegiñ a zo ret.
Met n’en deo ket c’hoazh deut an hini a c’hort’it*.    [c’hortozit]

Mont a ra kuit dre an deun eus an teatr.

BALTHAZAR e-unan
Dont a ray !… E sterenn, a-dreist ar menezioù
A lugern du-hont,’vit harpiñ ma c’hredennoù.

War e zaoulin

O sterenn benniget, em eus, ’vel ma zadoù,
Gort’et* gant konfiañs e-pad holl ma bloazioù,    [evit gortozet]
M’ho kwel hiziv, m’ho kwel dirak ma daoulagad,
M’hoc’h heulio ne vern e-men*, o sterenn vat !    [KLT pelec’h]

En e sav, en ur welet Gaspar ha Melkior

Piv ’oc’h-c’hwi ?
 
MELKIOR
                             Ho preudeur, Balthazar.
 
BALTHAZAR
                                                                         Ma breude[u]r
A zo ar re en deus gort’et* merc’h ar Salver
Hag a stouo* diraktañ p’en deo arru an e[u]r.    [W stoui]
 
MELKIOR
’Veldoc’h, gort’et hon eus ar merc’h-se pell amzer,
Hon daoulagad staget war hol levrioù santel,
Du-hont, pell-bras, e bro ar menezioù uhel…
Doue en deus hel lakaet da splanniñ ha kentizh
Hen heuliet hon eus, noz ha deiz, hep diskuizh.
 
BALTHAZAR
Ya, ma breudeur ’oc’h-c’hwi p’en deo gwir ar mem’ feiz
A stag dre ar galon holl an dud etreze.
Deomp enta war un dro, heuliomp ar sterenn
Hor galv war ur c’holeiñ an neñv deut da vout gwenn.
Ni a dreuzo broioù ha ne anavomp ket,
Gwazhioù bras, koadoù don a loened gouez karget,
Menezioù uheloc’h ’vit ar re eus hor bro
Hag a strew gwaskedenn* ugent lev tro-ha-tro.    [pe skeud]
’Vel-se, hon daoulagad war ar sterenn staget,
Ret e vo deomp, piv ’oar, mont betek penn ar bed,
Bout skoet dra ar c’hleñved, mervel en hent marse,
Ne vern, sentomp atav diouzh mouezh an Aotroù Doue.
 
GASPAR
Ne vern betek e-men* kontant ’omp d’hoc’h heuli.    [KLT pelec’h]
 
BALTHAZAR
Heuliomp ar sterenn.
 
MELKIOR
                                        Ya, ar sterenn.
 
BALTHAZAR
                                                                  Hon-tri.
 
MELKIOR ha GASPAR
Hon-tri.
 
BALTHAZAR
               C’hwi hor c’haso betek ar wirionez.
 
MELKIOR
Hep soñjal mui er bed, mont a reomp…
 
BALTHAZAR
                                                                         Betek Doue.