Trede pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Skrigneg, Feiz ha Breizh, eost 1939
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG, AR VESTREZ, MERIADEG

YANNIG e-unan
Setu-me, va-unan, mab ar sec’h ! Ret eo koulskoude, a-raok ma vo noz, echuiñ al lavreg-mañ. Deomp dezhañ, satordallik, ha ma ne deu den da’m distreiñ diouzh va labour, e vo peurc’hraet a-raok un eur amañ… Ha lavaret c’hoazh eo ar bouc’h a gonsort-se eus a Langonbrag eo a zo kaoz m’emaon-me evel-se o kreviñ va daoulagad, noz-deiz, evit ur friko… Hum ! Ha piv ’oar zoken ha dont a c’hello a-benn d’hen ober ; met teñvalaet eo an amzer a gav din. N’on ket gouest ken da lakaat an neud e kraouenn an nadoz… Ne c’hellin ket echuiñ… Ne c’hellin ket, sur a-walc’h.

(en un huchal) Gouloù, mar plij ganeoc’h ! Gouloù ! Ken teñval hag ur fourn eo ho ti, mab ar sec’h. Degasit gouloù din, pe anez ne echuin ket ho labour.

AR VESTREZ a-ziabell
Kerzhit da gas ur c’houlaouenn dezhañ, Meriadeg, ’vit ma stanko e genoù. Ret e vo dizale kaout da nebeutañ seizh mevel evit servijañ ar c’hozh kemener brein-se war e dorchenn !

YANNIG da Veriadeg oc’h en em gaout gant e gantolor.
Degas da c’houloù, va mab ; degas buan, paotr. Ne welan mui netra, mab ar sec’h, netra ’n holl. Teñvalaat buan en deus graet an amzer.

MERIADEG
Koshaat a rit ivez, tonton Yannig.

YANNIG
Ha te ! Stronk, war yaouankaat eo ez ez, moarvat ! Ar seurt-mañ a zo bugale, evelkent ! Kae ’ta da sellet kentoc’h pet eur eo !

MERIADEG
Seizh eur eo, tonton Yannig.

YANNIG
Seizh eur ! An noz a zo kouezhet eta ! Biskoazh kement all ! N’on tamm ebet souezhet ma’z eo ken teñval ar maez ! Seizh eur dija ! N’em bo ket biken a amzer a-walc’h da echuiñ al lavreg-mañ ! Mil gurun ! Kae da vale, bremañ, labousig, kae ! Kae da welet ha me a zo en ti-chistr.

MERIADEG
Glav bras a ra, tonton Yannig.

YANNIG
Glav bras ? Ne glevan ket netra koulskoude ! Netra ’n holl.

MERIADEG
Glav bras ha luc’hed, tonton Yannig.

YANNIG
Luc’hed ivez ! Kurun a vo neuze ’ta ?

MERIADEG
Feiz ya ! Tonton Yannig, setu eñ o trouzal. Evidon-me, da vihanañ, a zo o vont kuit.

…Klevet a reer ar gurun o strakal hep ehan.