Kentañ pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Scrignac, Feiz ha Breizh, août 1939
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANNIG, AR VUGALE

Yannig, azezet war un daol, kroazet e zivesker dindanañ, a gan en ur c’hwriat ; darn eus ar vugale a sell outañ o labourat ; ar re all, bodet en ur c’horn eus an ti, a zo o c’hoari ar c’hartoù. Gwennael ar yaouankañ, a zo kousket, war un daol, e-tal ar c’hemener.

YANNIG, ha war-lerc’h ar vugale
    En draoniennig du-hont ’mañ milin Stank Alla,
    Ar miliner a gan, tra ma vez o valañ.
    Ha mik, mik, mik,
    Ha mak, mak, mak,
    Ha oein, oein, oein !
    Pep hini d’e dro, maluret,
    A rank eno malañ.
    Ar miliner a gan tra ma vez o valañ,
    Miliner, va mignon, gwell ’vefe deoc’h gouelañ.
    Ha mik, mik, mik,
    Ha mak, mak, mak,
    Ha oein, oein, oein !
    Pep hini d’e dro, maluret,
    A rank eno malañ.

YANNIG, o welet daou pe dri eus ar vugale o tastornañ e draoù
Asa ! Asa ! Asa ! Asa ! Ur preñv bennak a zo en ho tu a-dreñv c’hwi, moarvat ! Petra ? Ne lakaoc’h ket an traoù-se dillo, en o lec’h, evel ma’z oant, bandenn chatal ! Evidon-me n’em eus ket gwelet, biskoazh, e nep lec’h a vugale ken bervet ha c’hwi. Petra ? N’oc’h ket gouest da chom en habaskter ?

MERIADEG
Turiau en deus kroget enno da gentañ.

TURIAU
Ya ! Met te ez peus lavaret din o c’hemer, evel-se !

YANNIG
Ken kablus ha ken kablus ’oc’h holl ; er wech kentañ ma tegouezho kement all, me ho lakaio da dremen dre graouenn va nadoz. Diwallit mar kirit. Gwell e vefe deoc’h ober evel an hini a zo kousket amañ war va zorchenn.

AN HOLL VUGALE o pignat war an daol
Diouzhtu, diouzhtu, tonton Yannig !

YANNIG, ouzh o fellaat gant e voned
Petra ? Petra ? Met aet ’oc’h e belbi, mil gutes. Lavaret em eus deoc’h kousket evel an hini a zo gourvezet war va zorchenn, met n’em eus ket lavaret deoc’h dont holl, war un dro, da’m strobañ amañ. Lec’h a-walc’h ho peus d’en em astenn aze war leur an ti, m’ho peus c’hoant !

Ar vugale en em astenn, an eil war-lerc’h egile war leur an ti.

MERIADEG, en ur soublañ e benn da Yannig
Evel-se bezet graet, tonton Yannig.

YANNIG
Ne glevez ket, te, fri minaoued, kerzh d’ar skol da zeskiñ kaout doujañs e-keñver ar re o deus blev seizh gwech koshoc’h eget da re !

Eñ en em lak en-dro da ganañ :

    Miliner, va mignon, gwell ’vefe deoc’h gouelañ,
    Ho yaouankiz e-biou evel an dour a ya
    Ha mik, mik, mik,
    Ha mak, mak, mak,
    Ha oein, oein, oein,
    Pep hini d’e dro, maluret,
    A rank eno malañ.

Ar vugale astennet war leur an ti a respont d’ar son, ha kerkent ha ma’z eo echuet ar poz kentañ, emaint holl, en o sav, en-dro d’an daol.

MERIADEG, o sellet ouzh lunedoù ar c’hemener
Tonton Yannig, perak e lakait-c’hwi tammoù gwer, evel-se, war o fri, pa’z it da c’hwriat ?

YANNIG
Evit lakaat ki ar person da gomz, mab ar sec’h ! Na pebezh soñjoù a-dreuz evelkent speredoù ar vugale-mañ !

TURIAU
Soaz-an-daou-davañjer he deus ivez ur mekanik er seurt-se, war he fri, da anaout gwelloc’h ar re a dremen e-tal he zi.

YANNIG
Kre ! Labousig, kae ! Gwelet a ran n’eus netra ebet ken da zeskiñ d’an ailhoded-mañ !

MERIADEG
Mar plij ganeoc’h, tonton Yannig, lakait ho mekanik war va fri, un nebeud, o ! Un nebeudig hepken, da welet ha me a welo un dra bennak gantañ.

YANNIG
Deus ’ta neuze, paotrig bihan, kement a zouster a lakaez en da gomzoù ma n’on ket evit nac’h ouzhit ar pezh az peus goulennet. Sav da fri… c’hoazh… c’hoazh. – Mat evel-se !… Ha mat ! Petra ’welez-te bremañ ?

MERIADEG
Ha ! Tonton Yannig ! Nag a draoù du a welan-me dirak va daoulagad. An daol a zo du, ho torchenn a zo du, ho torn a zo du, ho fri a zo du.

YANNIG spontet
Va fri a zo du ! Va fri a zo du ! Biskoazh kement all !

TURIAU o kemeret al lunedoù war e fri
Feiz ! Ya vat, tonton Yannig, ken du ha mantell ar siminal.

BILI oc’h ober evel an daou all
Ken du ha genoù ur fourn.

GWIGNER evel ar re all
Ken du hag al liñsel gañv a vez war ar c’heler en iliz !

YANNIG o tiskenn diwar e dorchenn
O ! Kre marmouzien ! Ailhoded ! Oc’h ober goap ac’hanon emaoc’h !… Ma ne roez ket din va lunedoù, en-dro, diouzhtu, me a zo o vont d’ober un astenn da’z tivskouarn, Meriadeg, ne vo ket pell !

Redet en deus war-lerc’h ar vugale, ha dont a ra en-dro en ur sachañ war zivskouarn Meriadeg.

MERIADEG en ur reiñ dezhañ e lunedoù en-dro
Sellit ! Sellit, tonton Yannig. O ! N’it ket da skeiñ ganin, da vihanañ !

    Ho fri a zo gwenn ’vel an erc’h er goañv,
    Ho fri a zo gwenn ’vel ar bleuñv gwennañ,
    Ho fri a zo gwenn ’vel koumoul an hañv.
    Tonton Yannig, na’m skoit ket,
    Me ’zo ’vidoc’h leun a respet.

AR VUGALE
    Tonton Yannig, n’her skoit ket,
    Eñ zo ’vidoc’h leun a respet.

YANNIG
A ! Mat ! Evit ar wech-mañ c’hoazh, me a zo kontant d’ho lezel, met c’hwi a ya, ’vit va digoll, da ganañ din ur pennad son bennak, n’eo ket ’ta !

AR VUGALE
A ! Ya ! Ya ! Tonton Yannig !

MERIADEG pe un all a gan :
    Ar c’hemener a Langonbrag,
    Hennezh zo un den hag a vrag, hop !…
    Hennezh zo un den hag a vrag.

AR RE ALL
    Ar c’hemener ne deo ket den, lanla !
    Nemet kemener ne deo ken !

    Un tammig den a zaou droadad
    Atav gwisket ha kribet mat.
    Ur barv du dindan e fri
    Da lakaat e veg en abri.
    E veg hag e deod milliget
    A wall gomzoù dalc’hmat karget.

YANNIG o c’hoarzhin
A ! A ! A ! Kre laboused. Kre laboused ! Ar seurt-mañ, ar seurt-mañ, a zo bugale fentus evelkent. Pa’z ouezo ar c’honsort eus a Langonbrag piv en deus savet ar son-se warnañ e lenn Grannig eñ her bounto, mab ar sec’h, e lenn Grannig !

GWIGNER
Hennezh ne ya ket ar vugale da sellet outañ o labourat, tonton Yannig.

YANNIG
A ! Nann avat, malistoul ! Eñ o lakfe da zisec’hañ war o zreid !

BIHUI
Hennezh ne laosk ket ar vugale da c’hoari gant e draoù, tonton Yannig.

YANNIG
A ! Nann ! Malinbrek ! O bazhata eo a rafe !

TURIAU
Hennezh n’eo ket heñvel ouzhoc’h-c’hwi, tonton Yannig, c’hwi a gar ar vugale.

YANNIG
Evel soubenn ar c’haol, va leue bihan ! Me a gar holl ar vugale, nemet ar re a ra troioù kamm din, evel meur a hini.

BILI
Graet ez eus bet troioù kamm deoc’h, tonton Yannig ?

YANNIG
Ya !… Satordallik, evel ar baotred saout-se hag o devoa stennet ereoù banal war va hent d’ober din pilat.

GWENNAEL
Ereoù banal, war hoc’h hent. Feiz ! Feiz, feiz evelkent !

YANNIG
Ya ! Ya ! Ereoù banal war va hent da’m lakaat da droidellat ha da bakañ lamm.

BIHUI
Bez ez eus tud fall er bed, evelkent, n’eo ket ’ta, tonton Yannig !

YANNIG
Tud fall ! Seizh gwech muioc’h eget ar re vat !

GWIGNER
Met, evit pakañ lamm, evel-se, en hent, ho poa ranket lonkañ ur chopinad bennak a re, ’michañs, tonton Yannig.

YANNIG
Ur chopinad a re ! Ur chopinad a re ! Biskoazh ne gemeran ul lomm muioc’h eget n’eo dleet, mab ar sec’h ! Me a zay e glaoustre gant ne vern peseurt aotroù diwar-benn an dra-se. Me n’on ket heñvel ouzh da dad-te, mab ar sec’h ! Dec’h da noz, end eeun, edo o tont eus a Drelekan, hag e kane ken kreñv, ma sponte holl al laboused er bodoù lann gantañ ; ha kerzhet a rae, mil mallozh, er mod-mañ.

En ur ganañ hag oc’h ober tro an ti ; ar vugale a ya war e lerc’h.

    Boñjour, bonom, e korn e dan, (bis)
    Ho pennhêrez a c’houlennan.
    Ha ouitche neouitche,
    Ha bing, bing, bing, bing,
    Ha ouitche neoah
    Ha bing ban ban.
    Va fennhêrez c’hwi n’ho po ket
    Ken na sono kloc’h an Dreinded.