V Diviz
Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Le Bayon-Roger, war-dro 1912
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
ALANIG, en ur c’hoarzhin
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
N’em eus ket bet nemet goulenn
Gant ma bazh, ma bazh kelenn-glas.
Un tarzh gurun, ur vrogonenn,
Setu spontet ar sorser bras.
Ha ! Ha ! Ha ! Ha !
Na bourrablet* eo ar c’hoad-mañ ! [KLT bourrusaet]
D’ho tro, Kristol, d’ho tro bremañ !
N’em eus ket ’met lâret d’ar maenhir ’n em zigor,
Hag ’n em guzhin a-barzh !…