II Diviz
AR BLEIZ-GARV, a-bell
Ha ! Ha ! Ha ! Unan din ! Unan din !
ALANIG
O ma Doue.
Petra zo ? Peseurt mouezh ! Sur er-walc’h an diaoul eo !
Tec’homp buan ! E-men* kuzh ? O ma Doue ! Ha ! Setu ! [KLT pelec’h]
War-dreñv ar maenhir-mañ…
Ar maenhir ’n em zigor hag Alanig a guzh a-barzh.
AR BLEIZ-GARV o tisoc’h
Ha ! ha ! Mil maleurioù* ! [W malèhru !]
Che !… Hini ! Tra souezhus ! Ma divskouarn newazh
N’en deus ket bourboutet !… Hini, nann, pas ur c’hazh.
Kousket e oan ; klevet em eus kaniñ ; ur vouezh
Biskoazh bravoc’h, ken sklêr ’vel ar glizh-noz a gouezh,
A dapennoù pounner, war ma gwele raden
Da vintin ; ur vouezh flour, fidamdoustik ; ma fenn
A zasson c’hoazh ganti : ar c’hoad[, al lann] hag holl an traoù
En deus ’n em c’hraet didrouz ha skañv ’vit he selaou.
Newazh, kounnaret ’on : hini n’en deus an droed* [KLT gwir]
Da seniñ er c’hoad-mañ p’en don-me o kousket.
Kanañ a ra.
Tra ma splann an heol war an douar
D’an holl er c’hoad hag el lannoù !
Tra ma splann an heol war an douar
Digor kaer ’int da neb a gar
Lâret enne o sonennoù.
Met da noz, ha ! da noz
War-lerc’h m’en deo sonet kreiznoz,
Me eo ar mestr, ar roue.
Mar ma zennit a ma repoz,
Glac’har-se deoc’h, ya, glac’har-se.
War-lerc’h m’en deo sonet kreiznoz,
Me eo ar mestr, ar roue.
En ur gomz
Ne vern piv eo en deus kanet
Hag o kaniñ me digousket,
M’her flastr’fe
Gant unan eus ar mein bras-se
P’n’em gav’fe
Da m[a] digousk c’hoazh kent an deiz.
C’hoant am eus da gig bugale.
Sec’hed am eus d’o gwad ivez !
Mont a ra kuit en ur ganañ evel uheloc’h.