Da’m buhez
- Préambule
- Anv santel Jezuz
- Anv santel an Itron Varia
- an Ael mat
- ar Pec’hour
- an Ifern
- Telenn Arvor
- Soñjoù ur vamm
- ar Mousig bihan
- Kenavo da’m bro
- un Ene poaniet
- Bez ur vamm
- an Enevadez d’ar Werc’hez
- ar Baourerion da Santez Anna
- Da’m buhez
- Karantez ar Vretoned diouzh o bro
- ar Peskour eus an Intel
- Rom
- Soñj a vugaleaj
- an Dall a Bleren
- Lizher d’an Aotroù Rieu
- ar Pevar breur
- ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg
Napl, 16 Ebrel 1841
Ne ouzon ket ha bout a zo er bed
Ul lec’h kaeroc’h ’vit al lec’h a welan !
Evidon-me, biskoazh n’em eus gwelet
Douar ken souezhus, mor ken glas, heol ken splann.
Heñvel ganin eo ivez ar yec’hed !
An nerzh, me ’gred, a gresk ennon bemdez !
Napl, evidout newazh ne vennan ket
Lezel ma bro, Breizh-Izel, ma buhez !
Diouzh ar sav-heol, emañ menez Sorrent,
Castelamar, Salern hag Amalfi ;
Diouzh ar c’huzh-heol, Pouzzol, kêr vras a-gent,
Diouzh ar c’hreiznoz, ar Vesuv, Portici.
Iniseghi Ischia, Procida,
Capre meinek, a zo diouzh ar c’hreisteiz.
Da’m daoulagad newazh ne blij netra
’Vel Breizh-Izel, ma broig, ma buhez !
Pa valean war ar Villareal,
E Toledo, e-tal maner ar roue,
A pa bedan en iliz-katedral,
Bras eo meurbet ma flijadur, gwir eo.
Met pa dostain da’m c’hozh kêrig Gwened,
Brasoc’h e-leizh vo c’hoazh ma levenez !
’Vit Bretoned, n’en deus a eürusted
’Vel bout e Breizh, hor broig, hor buhez !
Gouiet em eus er broioù diamen
– Bete-bremañ reizh mat n’her gouien ket –
Ne oe netra er bed hag a garen
’Vel ar vroig en deus ma desavet.
Kalz ’vefe gwell ganin gwelet blev lann
’Vit ar frouezh kaer a zo e Napl er gwez !
Me ’drofe kein d’ar mor glas, d’an heol splann,
’Vit monet buan da’m broig, ma buhez !
Bemdez kazi me ’y-a, war-dro serr-noz,
’Vit ma fevar* blank, da vale war ar mor* ; [W fuar ; mour]
Bemdez kazi me ’ra da’m zreuzour kozh
Kaniñ ar werz a gan kement treuzour.
Lies an dar* a z-a da’m daoulagad !! [pe daeroù]
– Perak enta, perak e ouelan-me ?
– Soñj a z-a din ez aen gant bag ma zad
War ar morig a ma bro, ma buhez !
Pegoulz enta e welin-me Ro’ltaz* [Rogeltaz],
Arzh, Izenac’h*, Sarzhav, ar vro pinv’ik ? [Enizenac’h]
Pegoulz ez in da iliz Lokentaz,
Hag ec’h evin a win gwenn Ilurig ?
Kaer eo gwelet ar bagoù a Vizen ;
Met kaeroc’h c’hoazh gwelet bagoù Sine !
– Ne garfen ket bout beziet amañ* ! [W amen]
Gwell ’vo ma c’horf em broig, ma buhez !