Miz mae

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Jezuz Krist, war an douar, a zeskas daouzek den,
Hag o c’hasas dre ar bed da brezeg e lezenn ;
Hogen, e-touez an daouzek ne oe nemet unan
A gouskas war e galon, an abostol Sant Yann.

Daouzek miz a zo ivez en ur bloaz, goût a ret* ; [a rit] 
Unan hepken anezho a zo dre-holl karet,
Rak, evel an Ebestel, e tegas keloù mat,
D’an dud kozh, d’ar glañvourien ha dilhad kaer d’ar c’hoad.

Baleit dre ar pradoù hag e welfot traoù koant,
N’o c’havfot ket er stalioù na gant aour nag arc’hant :
Piv en deus galloud a-walc’h da ober burzhudoù
Evel ar re ’ra Doue pa zispak ar bleunioù ?

Ne welan, war an douar, netra o chom kousket,
Ar gwez a oa noazh-marv adarre zo gwisket ;
Dioc’h ar c’hwrizienn d’ar skourroù, evel e korf an den,
Ar sev a red hag a ra displegañ d’an delienn.

Sellit ouzh al laboused ha klevit o sonioù,
Pep hini, hep dale pell, a glask e venvioù :
Amañ zo ur masoner ha du-hont ur c’halvez,
Bez a zo pilhaouerien o tibab er menez.

Pet palez a zo bremañ dre ar bed holl savet ?
Petra a dremen enno ? Allaz ! ne ouzon ket !
Ur vi bravik da gentañ, goude un evn bihan,
Ha war dreuzioù ar palez an tad d’ar vamm a gan.

Ar babig a zo blevek hag a zigor e veg ;
An tad mager a dosta gant ur c’hwil du kornek* ; [gwrac’h du] 
Tamm bremañ ha tamm goude ar c’hwil a vo debret,
Hag ar babig a gousko e deun an neizh kuzhet.

Pa’z eo kreñv e zivaskell ha sklêr e zaoulagad,
Pa bouez mat e zivhar, pa anavez e dad,
E teu sonn war an treuzioù, ha, gant ur sell nec’het,
En em laka da nijal hag e oar klask e voued.

Deomp bremañ d’an ilizioù, palezioù kaer savet,
D’an hini a zo roue da rouanez ar bed ;
Petra, e-pad ar miz-mañ, a zo enno ouzhpenn ?
Un tron ha warnañ Mari kaer gant he c’hurunenn.

Ha da betra, kristenien, reiñ ur gurunenn aour
D’ur werc’hez a oe ganet ha maget gant tud paour ?
Evit petra eo anvet ar miz-mañ miz Mari,
Ha da betra mont bemnoz da stouet diragi

Mari a yoa rouanez e-kreiz ar baourentez,
Hag e-barzh en he lignez e oe meur a roue ;
N’eo ket madoù an douar a ro an eurusted,
Ha Gwerc’hez baour Nazareth a ’n em blije kuzhet.

En em lakait izel hag e viot savet,
Setu petra ’c’hoarvezas, ha ne gredec’h-hu ket ;
Un arc’hael, a-berzh Doue, un deiz a ziskennas
Evit degas da Vari nevezentioù bras !

Setu-hi mamm da Jezuz ha pried d’an Dreinded ;
Setu-hi graet rouanez hag en neñv kurunet ;
An iliz santel roman a gan he meuleudi,
Ha c’hwi, dirak he aoter, ar Regina Cœli.

Ar Werc’hez pa ve pedet a ra, evel miz Mae,
Da gement a ve marv bevañ yac’h adarre ;
Kalon hudur ar pec’her, gant he gras a walc’ho ;
Da vouezh an Aotroù Doue ’vel bleuñv e tigoro.

Ur Rouanez galloudek ez eo eta Mari,
Ha ne dleomp ket skuizhañ morse ouzh he fediñ ;
Bevañ a ra hon ene gant bara an aele[z],
Hag a ray dezhañ nijal da varadoz Doue.

Kristenien, hastit sevel aoterioù d’ar Werc’hez,
Hag evit plijout dezhi, lakait hoc’h evezh ;
Karit ho[c’h] iliz-parrez hag ho person ivez,
Ha na espernit netra da vravaat ti Doue !