Paotred al lestr nevez

Genre
Roman
Langue
Breton
Source
Carhaix, Bobl (ar)
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Aleksandr Ar Gall
Dans le même ouvrage :

A-benn ur miz goude, Gwilhou Trimard yaouank a oa e porzh Lannuon war e vag nevez.

Mab Trimard kozh, d’ar mare ma komañsimp da vat ec’h istor, en doa tregont vloaz, bras eo, tev evel ur varrikenn, e vlev zo savet war e benn evel ar reun war gein ur pemoc’h-gouez, e fri a zo ruz ha piketet evel ur sivienn, e vuzelloù tev ha distroñset.

En ur ger, dougen a ra dremm ul laer-mor eus ar renk uhelañ.

Mes ar c’habiten n’emañ ket e-unan el lestr hag en e gichen zo c’hoazh ar pevar martolod o heuliañ anezhañ.

Ar c’hentañ anezho zo anvet Maoris, ha lesanvet ar Peul.

Krediñ a c’heller en devoa tapet an anv-se, abalamour ma oa bras ha moan evel ur peul. N’oa ket un den brav, rak e fri a oa kamm evel beg ur gaouenn, e c’houzoug hir evel un inkin.

Tremen daou vetr uhelder en devoa, ha kalz a dud o welet ur seurt korf moan hag uhel, a chome abaf da sellet outañ, hag alies e c’hoarzhent dezhañ, ar paourkaezh Peul.

Ouzhpenn-se, ne anaveze ket an A diouzh an O. Morse ne oa falvezet dezhañ mont d’ar skol, hag abaoe e unnek vloaz, emañ o c’haloupat ar mor o c’hounit e damm bara.

An eil eus ar martoloded a zo e anv Kola, mes evel ar re all ez eo pell zo lesanvet hag anavezet eo dre anv a Bidoch.

Bidoch a zo tremenet gantañ e zaou-ugent vloaz, hag a zo war ar Goulmig tregont vloaz zo. Bet eo asambles gant Gwilhou kozh, tad ar c’habiten Bimbao en e holl veajoù.

Anaout a rae mat an doareoù e kement bro a zo en Hanternoz, hag alies eñ eo a zalc’he barrenn ar stur, e-lec’h ar c’habiten.

Ar gwellañ oa eta eus al lestr, hag ar finañ eus ar Vartoloded.

Mes ma oa un den gouiziek en e labour, ne oa ket un den a c’hened, rak ur penn bras-mantrus en doa, e zent a oa hir evel ur rastell, e gorf tev, e zivesker berr a roe dezhañ dremm un den divalav-mezh.

An trede eus ar baotred a oa e anv Laou, mes lesanvet e oa bet abred, hag anavezet eo dre an anv a Sikraouig.

Atav e veze gantañ war e benn ur c’hapenn graet evel ur sac’h, hag a ziskenne betek hanter e gein.

Er sac’h-se, Laou gozh a lakae e chikennoù butun, bet sunet gantañ dija meur a wech.

Ar paourkaezh Laou en amzer m’edo c’hoazh en e wellañ brud a gouezhas diwar ur wern uhel, hag a dorras e c’har dehou. Abaoe, Sikraouik a oa kamm.

Goude bezañ bet dindan Gwilhou kozh ur martolod gouiziek-dreist, Sikraouik a zo bremañ ur c’heginer dispar.

Ar pevare, hag ivez an diwezhañ eus ar Vartoloded, a zo anvet Jopig.

Mab e oa da Yann-Pêrig ar Bistrakig, ha mab bihan da Chikolodig, bet o-daou gant Gwilhou kozh o risklañ o buhez war ar mor.

Jopig, d’ar mare ma savas war ar Goulmig nevez, n’en doa nemet daouzek vloaz.

Ar martoloded all a-benn eisteiz goude ma oa erruet el lestr, a roas dezhañ an anv a Fistoulig.

Ar paotr bihan ne oa bet er skol nemet ur bloaz, gouzout a rae evelkent lakaat e anv, ha lenn un tammig.

Fistoulig a blije kalz d’ar c’habiten Bimbao, abalamour ma ouie neuial evel ur pesk, ha dre’n abeg ma oa soubl e gorf evel hini ur silienn.

Moan e oa evel ur vazh klet, ha mont a rae en toulloù na c’helle ket ar re all mont enno.

Ur paotrig koant ha laouen eo, atav e c’hoarzh, e c’hwitell el lestr, netra ne ra aon dezhañ, kalonek e krog d’al labour, ha sentus eo e-keñver e vistri.