an Hini a garan

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Content
Single works
Notice
The spelling has been adapted from Brezhoneg Gwened to KLT standard.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

D’ar c’houlz eo bet lakaet Jean-Baptiste Oliero keñver-ha-keñver gant Yann-Ber Calloc’h e-unan : mistri war ar brezhoneg Gwened o daou, hag embannet o barzhonegoù er memes gelaouenn Dihunamb ma’z oant.

Ret eo anzav, koulskoude, ez eo bet lezet Jean-Baptiste Oliero ken pell a-dreñv, goude-se, ma’z eo aet diwar soñj an dud. N’eo ket bet dastumet e oberenn glok en ul levr ken brudet ha War an daoulin, evel just, ha ne sav ket kement a dan en e skridoù, moarvat.

Diaes e vefe bet c’hoari par-ouzh-par gant Yann-Ber Calloc’h memes tra, ha gaou zo bet graet ouzh Jean-Baptiste Oliero evel-se. Poent eo bremañ da lenn e varzhonegoù gant selloù nevez, ha neuze e vo uheloc’h an tamm enno, marteze.