ar Vran

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Sklêrijennoù
Dihunamb, 1922, p. 188 – Nous avons conservé les mutations d'origine
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

          Bran du-kel
              Sell ;
          Sell da sae,
          Du-pod eo.
Da galon a zo c’hoazh duoc’h
          A-zioc’h.
      D’al lousteri e vlazez,
      D’ar c’horfoù marv e kargez,
      Ne vourrez ’met a vreinentez,
               Te.
A voued lous p’en deo leun da sac’h,
Te ’gwak, a gwak « C’hoazh, c’hoazh. »
      War un dro gant ar meleneg
      Te ’vag an naer hag an touseg.
      Naer an ifern, touseg an douar,
      An eil hag egile da kar.
             Sell, bran du,
             Lagad ruz,
          Ha lâr din-me
          Petra ’out-te,
                Nemet sked
                Ar pec’hed !