Perak e kanan

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Sklêrijennoù
Dihunamb, 1923, p. 248
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Digor eo miz ar bokedoù*,    [W boketeu]
Emañ er bod spern-gwenn e bleuñv* ;    [W bleu]
Met n’en deo ket e vlev gwenn eo
A ra da’m c’halon levenez.

Er c’hoad bras an evned a gan
Kanennoù gaer kenti-kentañ ;
Met n’en deo ket o c’han kaer eo
A ra da’m c’halon levenez.

Ken sklentin eo son ar c’hleier
Ma tasson en aod ar reier ;
Met n’eo ket o son sklentin eo
A ra da’m c’halon levenez.

Ma c’halon newazh zo bleuniet,
Bleunietoc’h ’vit bleunienn ebet,
Ma c’halon baour newazh a gan
Gwivoc’h ’vit an evned d’an hañv.

Ma c’halon baour, lâr te din-me,
Lâr din perak e kanez te,
Perak e kanez te hiriv
Ken brav, ken flourik ha ken gwiv.

– Te c’houlenn perak e kanan
Gwivoc’h ’vit an evned d’an hañv,
Perak e kanan-me hiriv
Ken brav, ken flourik ha ken gwiv.

An neb zo karet hag a gar
A zo er baradoz war zouar ;
Me zo karet, kariñ a ran,
Er baradoz en em gavan.

Me ’gar Jezuz ha karet ’on
Gant ma Jezuz, roue ma c’halon ;
Jezuz hag am c’har a garan
Ha setu perak e kanan.