ar Bedenn

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Sklêrijennoù
Dihunamb, 1923, p. 265
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

’Vel evnig Doue
Pa darzh an deiz,
Nij, o m’ene*,    [W inean]
A-benn d’an neñv*,    [W néan]
Lâr da bedenn,
Kan da ganenn.

’Vel kloc’hig Doue,
Pa son kreisteiz,
Sav da vouezhig,
Kan flour, flourik,
An Añjeluz
Da vamm Jezuz.

’Vel an eostig,
War e vodig,
Pa serr an noz,
Kan gwiv ur poz
A drugarez,
A garantez.