Geotenn ar Werc’hez ha danevelloù all

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Danvez
Pezhioù a-strew
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

« Gwirliverezh a gaver e-barzh Geotenn ar Werc’hez. Lennit deroù ur Barr-avel pe Yun : gouzout a ra Jakez Riou petra eo al labour-douar ; blaz ar « gweled » a zo gant e daolennoù eus buhez ar gouerion, ha daoust ma n’eo ket luc’haj, blaz ar « c’hleved » a zo gant komzoù ha divizoù e dudennoù. Er feur-se ez eo Jakez Riou heulier hor skrivagnerion boblek eus araokvezh-brezel 1914, evel Pipi Stoup, aozer Pezh ugent real va mamm-gozh.

Setu avat ivez pezh a laka kemm etre gwirliverezh Geotenn ar Werc’hez hag hini kontadennoù ar skrivagnerion rakgwalarnek. Holl e livont, moarvat, mui pe vui, buhez ar maezioù e Breizh (...) Met Jakez Riou ne daolenn ket ar vuhez-se eviti hec’h-unan ; un arvez dreistreol anezhi avat, oc’h en em ziskouez en un drama, ne lavaran ket. Ne bled ket Jakez Riou kennebeut gant ar gevredigezh hec’h-unan ; kentoc’h, er c’hontrol, gant an hinienn hag he flanedenn-hi (...).

E devoud e wisk ur gontadenn evel Run Heol ul liv huñvreel. Evel Lotea er gontadenn gentañ (Geotenn ar Werc’hez) ez eo Levenez skeud ur plac’h, kentoc’h eget ur plac’h gwirion. Rak krouiñ ur aergelc’h eo a felle da Jakez Riou, koulz ha tresañ temzoù-spered (...) Sed aze, moarvat, andon Geotenn ar Werc’hez ha pezh a ra ivez he dudi. »

Youenn Olier, Skol Walarn IIo klask un hent, Imbourc’h, 1994