Heol

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
al Liamm
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
n°47, 1954
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Heol

Heolioù

War an houlioù

a goroll

Afoù* skedus ar mintin    [baisers] 
d’an aod ha d’ar wagenn
Ur c’han a drid er sklêrijenn,
sklentin,
hag a varv dre ma tec’h e kanenn ar wagenn

Hag ouzh hec’h askre noazh gant an heol kenedet* evel an ed azv,    [kaer] 
ouzh he muzelloù o c’hervel afoù harluet,
ouzh kevrin he daoulagad du lufrus e-giz ar glizh
doueez dianav, gweledigezh ar Gened,
tarzhet e bro ar sklêrijenn
e taskrenas ene va yaouankiz
Ha gant he zreid difiñv e keje flourik al lanv.

E sioulded an iliz dindan afoù ruz gwad an heol
silet a-dreuz sae limestra ar C’hrist ar goursav direol
Azeulidigezh ar glin kinnig an dorn — an daou zorn o kinnig o c’hren
Karantez ar vuzell — an div vuzell distardet o c’hervel

afoù dianav d’an den
Heol hag orged doueel
e lufr he daou heol du

Sellet em eus ouzh an aod. Azezañ ’ris hep bezañ ouzh he gortoz
Klasket em eus e kanenn al lanv ur c’han heñvel ouzh he c’han
hag en aezhenn an iliz frond hec’h alan
hec’h ene e frond an iliz he skeudenn e-touez gwerc’hezed ar gwerioù
Biskoazh ne gavis skeudenn ouzh skeudenn va huñvreoù

Klask a ris neuze kanañ ar c’han,
klevet e bro an heol ha bezañ divennozh
Hogen va c’halon a oa tregernek e giz an
noz

Brest, 1 Du 1927