War o gwalc’h

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 01/07/1917
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    da’m mignon kalonek E. Thibault

An ode digoret, ar bioù, an oc’hen bras,
War ul linenn renket, o bruched er geot glas,
A beur en ur bignat, sioul, da c’horre ar prad ;
Hag al loened bihan, pep hini diouzh e oad,
A heuilh ar re goshañ, evel ar vugale
O zadoù, o mammoù, pa grogont da vale.
Pa savont o fennoù, glizhenn war o muzell,
An aezhenn o kouezhañ eus toulloù o fronell*,    [pe froenell] 
E lârfec’h, en o gloar, roue ha rouanez,
O paouez, azezet, e-tal dor o falez.

Dindan an oabl skedus, pa dosta da greisteiz,
Gwrezus eo an tommder : bras ha bihan neuze
E troad ur c’harzh haleg a weler o c’hourvez
’Vit daskiriat goustad, e peoc’h gant ar vuhez ;
O lagad huñvreüs, kollet en o soñjoù,
Al loened dirazo a sell ouzh an neñvoù.

E-keit-se, en disheol, ur paotr hanter-wisket,
Didog ha divotez, ouzh ar c’hleuz astennet,
C’hoantek ha kalonek, a zebr e damm bara...
Pegen eürus e oan pa raen ar pezh a ra !