Distro ar saout

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 04/02/1917
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa weler ar moged
     Astennet
’Us da diegezhioù
     Ar maezioù,
Ar saout a zegaser
     Da bep kêr.

A-dreuz ar c’harrhentoù,
     Ar poulloù,
Difonn ar bioù tezhiek
     Ha korniek,
’Koulz hag al leue bihan,
     A ehan
’Vit dourañ e stankoù
     Ar straedoù.

War-lerc’h ’vez ur plac’hig
     Yaouankik,
Pe, a-wechoù, ar vamm
     Gant he stamm.

Ha, keit-se, en oaled
     Lugernet
Gant ur geuneudenn dan
     E poaz koan.