ar Glaouer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 09/01/1916
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pell e vevan diouzh ar bed,
Peurliesañ hep gwreg ebet,
Er c’hoadoù leun a sioulder ;
Setu va stad a c’hlaouer.

N’em eus nemet ur mignon,
Pa lavarin ez wirion :
Va c’hi bihan Fistoulig,
Diwaller va lojennig.

Ganin e kousk, e tihun,
Hep ma c’huitfe ur sizhun ;
Pa ranko va dilezel,
E vo, sur, evit mervel.

Diouzh ar beure pa savan,
Va foullad a gempennan
Gant keuneud ha mouded kign,
Ken na vez ront ’vel ur gouign.

Goude ’weler ar moged,
Evel hini un oaled,
Er c’hoad o pignat uhel
Oc’h ober ’n oabl teñvel*.    [teñval] 

Keit ha ma c’hor va labour
Em lavarfec’h c’hwitellour,
O c’hwitellat hed-ha-hed
Tonioù variant-meurbet ;

Ha divizer morse skuizh,
O tibunañ e ziviz ;
Ha kaner sonioù dudius,
’Met aliesoc’h melkonius.

En abeg ’n hevelep son
A zic’hlann ’barzh va c’halon :
Son hibouderezh ar gwez,
Son an avelioù a c’hwezh.

Nemeur ne glev va divskouarn
Ouzhpenn ’met speuniad louarn
Pe hopadenn ar gaouenn
Klemmus a-us da’m zoenn.

An evned ’ra o neizhioù
Peurvuiañ war ar maezioù ;
Hon C’hrouer n’en deus o graet
Er c’hoad ’vit ma vent kuzhet.

Dibaot ’ta en nevez hañv
E teu ’n eostig da richan,
Da lakaat ar c’haezh glaouer
Da zont laouen ha seder.

    ***

War-lerc’h bevañ sioulik,
Tremen ’rin didrouzik
Da’m c’herent ha d’an holl ;
Den ne ouelo da’m c’holl.

E kornig ar vered,
’Lec’h e vin douaret,
’Glevin nemeur pedenn
Digant ene kristen.

Gwez bras ar c’hoadoù don,
’Oa dezhañ ken mignon,
Derv, pin, brugeier,
’Zalc’ho soñj ar glaouer !