an Den evurus

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 02/01/1916
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    un den evurus
    zo un dra souezhus...

Koulskoude, am c’hredit, me am eus e gavet,
’Vel gwechall hor Salver, ’n e c’hraou ’mesk al loened...
Ni ’gar, sur, ar re-mañ, hon breudeur izelañ ;
Al labourer, avat, eñ o c’har ar gwellañ !
Gwir Gelt ha gwir Gristen ’vel hon sent kozh a Vreizh,
E galon zo douget tener d’al loened keizh1.

Pa vez tan en oaled, er-maez nep aneval,
An erc’h war an doenn, an avel o yudal,
E weler anezhañ aketus, ’pad ar goañv,
D’ober en-dro d’e saout da vare ar fiskoan ;
Un tamm gouloù rousin a zev er waskerez
Keit ma leugn o rastell gant kempennadurezh.

Goude, e gwrez ar c’hraou, sonn, e zivrec’h kroazet,
Amlavar e chomo e zaoulagad paret
War e brenadennoù a wel o tont da vat ;
Santout a ra outo gwir garantez un tad.

Bremaik, en e wele e kavo ar repoz...
Pa vano moredet, pa huñvreo en noz,
E welo an ounner tostaet d’he zermen,
Ar c’hole war ar poent d’ober lamm-chouk-e-benn2 ;
A bep eil e spered dre e gousk a nijo
D’e wreg, d’e vugale, d’e loened tro-ha-tro !

 

1 Kaezh, karet
2 Ul loen a ra lamm-chouk-e-benn pa wella buan ha pa zeu da dalvout div wech ar priz ma’z eo bet paeet.