Yun Elez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 28/05/1916
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kefeleged, houidi, bouilhennoù, gleskered,
Sed aze Yun Elez, ur blaenenn dilezet,
’Met da boent ar mouded, ’pad an nevez-amzer,
Ha pa zegouezh, d’ar goañv, er vro ur chaseer.

    ***

Hon tadoù he anve « Ifern al Lutuned »,
An eneoù e poan pe an dud saouzanet !
Ar roll eus ar re-mañ a zo c’hoazh em memor ;
O lezomp e repoz hep trouz na dizenor...
Komz a reont ivez eus a gizhier kounnaret
O redek a-vandenn en noz steredennet,
O viaoual, o yudal, ’vit spouron an douar,
Kent mont d’en em dagañ ouzh sklêrijenn al loar.

    ***

E pep stad dihetus, Yun Elez, gwall vrudet,
A zo ul lec’h a spont. Ne c’houfed her gwelet
Gant kalz a levenez nemet diouzh ar mintin,
Abred, war-dro sav-heol, pa son kleier sklentin,
Ha pa vez goloet dindan ur vorenn wenn,
Evel dindan ar glizh douaroù en ur saonenn.
En eur-se e seblant bezañ ur porzhig mor
E dinaou Brenniliz, Sant-Mikael ha Kador,
Ha c’hoazh e tamanter d’al loened, d’ar vuhez,
Sebeliet er vrumenn e-giz e foñs ur bez...

    ***

Yun Elez, melkonius, e-kichen da fozioù,
Pegen kaer e kavan reier va menezioù !
Pegen eürus warne e ven, em holl frankiz,
Oc’h evañ o aer vat, laezh glan va yaouankiz !