Sant Herbod

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 15/02/1920
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

En ur pleg er menez e-lec’h ’hiboud an dour
Chapel gaer Sant Herbod a ziskouez deomp he zour,
Karrez evel hini meur a ilizoù-meur,
Gant prenestroù livet o tamoueziñ ar skleur.

Peseurt huñvre a rez, o patrom hon loened,
Pa zeu tud a labour, ’harz da vez kizellet,
Da zegas dit o frof ’n ul lâret ur bedenn
Eeun evel o c’halon, ha glan ’vel ur c’hlizhenn ?

Kousket ’meus ez kichen, en disheol d’an delioù,
Dindan ar gwez bodek, meur a wech en hañvoù...
Ganez e c’houlennan, pa vezin tremenet,
Un hunig dibreder. Plij, Aotroù, va c’hlevet !