ar Miliner
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
War lez ar roz, e-mesk ar gwez,
E-pad ar bloaz ’vevan kompez.
Va milin a zo er gwasked,
Enni ’kavan an eürusted,
Dreist-holl pa ven war ar chaoser,
Va c’hein harpet er sklotouer*, [galleg clôture]
O welet e rod ’penn an ti,
An dour o ruilh ’n un eonenniñ ;
A-bell o tont ar portezer
O c’hwibanat dre bep amzer
’N ur zegas din greun ar maeziad
Da valañ ’vit an tiad ;
O sevel, pa deu an tommder,
Er pradoù gleb ar fonneier ;
Oc’h en em gargañ a vleunioù,
Er gwaremmoù, kein ar c’hleuzioù ;
Pa deu mare ar yenijenn,
Ar rev gwenn e strad an draonienn ;
War nij strolladoù houidi
O tiskenn em lenn da c’hoañviñ.
Lod a gavfe hir an amzer
Ma rankfent ober va micher.
An dour a dremen hep ehan
Dre ar palioù e-barzh ar c’han
A gemenn din karout va stad,
Ober gant kendalc’h va sac’had.
Evel-se me ’stag da’m labour,
A-hed an deiz a ra bleud flour.
Pa ziskouez an noz hec’h askell,
Pa sav ar stered en dremmwel,
E kouskan, e peoc’h va ene,
E goudor reier ar menez.