Va laeradenn e Kastellin

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 02/09/1917
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an aotrou Queau, va c’henvreur

Anavezout a rit Milin,
Mestr-ostiz e kêr Gastellin ?
’N e di e tebren un devezh :
Ken ne rin biken a-nevez !...

Goude ur pred mat, lein pe goan
- Her gouzout ne dalv ket ar boan -
Diouzh ar c’hiz ez is d’ar c’hafe
Evit kemeret ur banne :
Gwerenn, plad arc’hant, loa arc’hant !
Betek ar sukr, holl oa brilhant !!...

N’ouzon na perak na penaos
Ez oan e Pleiben antronoz,
Pa zeuas ar jañdarmiri
Da c’houl’ ganin "arc’hantiri
Laeret e « hôtel » vras Milin,
« E kêr Sous-préfet Kastellin... »

– Arc’hantiri !... Petra ’soñjit !
Chom a raen sabatuet,
Met buan Beg-e-Dog1 va sac’h
A c’houllonderas... Penaos nac’h ?
Ma na oan ket c’hoazh barnet laer,
Feiz, eus se me am boa an aer !...

Kavet ’voe e-touez va dilhad
Ul loa arc’hantet hag ur plad !...
Hag er prizon e voen stlapet
Evit un nozvezh da gousket.

Kousket !... Ne raen nemet krafat
Va fenn. Va breudeur, klevit mat !
Taolet e oan war ur plankenn...
’N em gaven kollet da viken.
Me, va gwreg ha va bugale,
Va c’herent ha va holl lignez...

Hag a drubuilh... Pebezh nozvezh !!
Tud paour, Mamm Doue, ho pet truez
Ouzh an tristañ den a vevas
War ho pegad douar biskoazh !...
Nann, n’on evit hen diskuilhañ
Hep klemm hag huanañ... gouelañ !

Pa zihunan... ’oan em gwele !
Hum !... Me am boa graet un huñvre !

 

2 lesanv an archer