ar C’harrer
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
E penn e di ’tal al leur-gêr,
Dindan e lojenn ar c’harrer
A c’hortoz, dibres ha dizoan,
Ma sono ar c’hloc’h eur e goan.
Neuze, pa dan e gorn-butun,
Evitañ ar vourc’h a zihun.
Klevet a ra war an hentoù
Kirri a storlok o rodoù.
Kilviziet* en deus o danvez ; [kalveziet]
D’o stumm, d’o oad e taol evezh.
Un deiz, ’n e gichen azezet,
E voen gantañ gwall sebezet.
« Selaou o ruilh karr Per Mevel,
O krozal hini Fañch Kabell.
Me a zo sur ’mañ en Dour-Bras
O pignat kezeg an Ti-Glas,
Hag o cherrañ* en Hent-Haleg [?]
Ahel merour Yann Lagadeg.
« Dec’h e strakate betek noz
Er Vier kiboù* ar Porzh-Kloz, [fusées d’essieu de charrette]
Ha diwezhatoc’h, er Groaz-Hir,
Moelloù pounner Ivon ar Gwir.
Paotrig, evidon pebezh joa
Gallout bevañ a-hed ar bloaz,
Ha zoken e-pad va amzer,
Gant holl oberoù va micher !
Hep o heuliañ atav, m’o gwel ;
Morse ne zilezan bugel !
Skoazellañ a ran pep hini
Pa zeu toc’hor o izili. »