Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 06/07/1920
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Aze, ’lec’h yaouankik ’welen ’n ur gampoullenn
O sevel en oabl loued lies kanevedenn,
E c’hellis c’hoazh neizheur adgwelet o parañ,
Da vare ar c’huzh-heol, ar wareg ar gaerañ.
He bleñchoù a luc’he war c’horre ar chaoser
E-pad ma rae he bolz evel ur stern d’ar stêr.

Dudi an abardaez, bravat kanevedenn,
Kemeret gant Doue, goude al Liñvadenn,
D’aroueziñ Unvaniezh an Neñv hag an Douar,
Diouzhimp da virviken pella pep gwir glac’har,
Bez ’kreiz an teñvalder d’hon hentañ ur c’hannad,
Hag en hon enkrezioù skleur ar Spi hag ar Mad.

 

Gwareg-ar-Glav : e milin ar Fouilhez