Gradlon
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
Brevet gant an anken, Gradlon ha Gwenole
Un devezh, d’an enderv, en aod a dremene.
Truezus e jainont* war an holl dechoù fall1
A rene gant Dahud, ’vel e Sodom gwechall :
« Ne fell din diouganañ, ’zisplegas Gwenole,
’Met Kêr-Is a gouezho dindan gwalenn Doue !... »
En abeg garventez un hevelep lavar
Gradlon e zremm glebiet a stouas d’an douar.
D’ar gêr e tistrojont en ur stad ankenius :
Gwenole a bede, Gradlon oa prederius...
Bemdez, mintin ha noz, en devezhioù war-lerc’h,
’Hirvoude e balez gant e leñv war e verc’h.
****
Ur gwir spont a savas ar wech kentañ warnañ :
Strafuilhet e welas doare an dremenvan,
An douar o krenañ, an avel o krozal,
Ar c’houmoul o fregañ, ar gurun o strakal ;
Gwagennoù rust ar mor o flastrañ ar garreg,
O tic’hlannañ e kêr, eonennet ha fankek...
A-unan gant ar sant war ur marc’h e savas
Gant Dahud en talier. D’an daoulamm e redas !
Dre vleinañ er reter e klask gounit ar roz ;
Met e loen re sammet a c’houlenne repoz...
Neuze, urzhias ar sant teurel er mor brouezet
Ar bugel divergont gant an Neñvoù nac’het.
Diouzhtu e pellaas afo hag a-stampoù
En un dreuziñ kêrioù, krec’hioù ha stankennoù.
Hep ehan ez eas war-zu aber Kemper :
Her gweljod antronoz e troad ar maen aoter.
1 jainañ, cheinañ, ger a Gerne, da lavaret keinañ, leñvañ [Y. P.].