Fiziañs !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 28/02/1915
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa oa ’n heol o kuzhat ’vel ur voull alaouret
A-dreñv torgenn Kador glazard ha morgousket,
Me oa e gorredour tour parroz ar Fouilhez
A belec’h e welen betek lein ar menez.
Deñved ha pennoù-saout a c’holoe ’n hentoù
O tistreiñ deus peuriñ ’vit gounit o c’hraouioù.
Trouz ebet ne gleven, foet ebet ne strake ;
Ar vugale oa mut, nep kristen ne gane.
Evel-se, d’ar c’hosper*, gant ur spered mored    [poires sauvages] 
Va-unan ’n em gaven dirak Doue hag ar bed,
Pa sutas ur voualc’h dre e holl vouezh nerzhus :
« Fiziañs ! Ho pet fiziañs ! Ar Spi zo ur vertuz ! »