Taol teod

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 14/05/1916
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ur pred mat hag ur banne gwin
Oa servijet e Kerbargin1
D’un eured ’lec’h m’oa azezet
Kalz eus va gwellañ mignoned.
Ar c’hof leun, an teod a vale
A-hed, a-dreuz, a bep kostez
Ur pilhaouer, da boent ar rost,
D’ul laboureur douar oa tost ;
Kontañ a rae e varc’hadoù ;
Gounit a rae gant e pilhoù,
E eskern, e gouevr, e hern kozh,
Arc’hant da brenañ ar Porzh Kloz2.
An holl, sebezet, ’selaoue
Hep respont ger, me hen toue,
Pa lavaras al labourer,
O sellet ouzh ar pilhaour :
« N’eo ket hemañ, va breudeur ger,
A vez o tilaoua Treger ?... »

 

1 Ur gêr eus a barrez ar Fouilhez

2 Ur vereri eus ar barrez