Emgann ar Releg

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 11/01/1920
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Menezioù ar Releg, mengleuzioù a vein glas,
O bezit benniget ! En hon Bro pa zeuas,
Bremañ ez eus mil bloaz, an Normaned drastus
Da glask lakaat o yev garv ha glac’harus
War douar Breizh-Izel, e kavjont ouzh ho troad
Mibien leun a galon da stourm a brizh o gwad
Da ziskouez e choment Kelted yac’h hag ampart,
Prest da reiñ taol ’vit taol, direbech, dizaon, start.

    ***

War o c’hezeg kalet, ’biñvioù en o daouarn,
Goafioù ha klezeier, filc’hier, horzhioù houarn ;
O askre skoedennet, o lagad lugernus,
E kanent unanet ur c’han bev ha skiltrus :

    Bretoned, setu deut an deiz
    Evidomp da zifenn hon Feiz
    Hon Frankiz, hon Gouenn, hon douar !
    War-sav ! heuliomp roudoù ar Gloar !

    Kentoc’h mervel eget kilañ !
    Bezañ dishual da gentañ...
    Mallozh war an den na oar ket
    ’Vit ar Vro kouezhañ pa vez ret !

    Ni a dle holl en em souten
    Da bellaat diouzhomp pep chadenn,
    Ha mervel amañ mar bez ret.
    Mallozh war an neb n’her goar ket !

    Sonit binioù, ha kerniel-boud,
    ’Vit reiñ d’al laeron da c’houzout
    O bazhataimp mar bez ret :
    Gwad hon Tadoù ne nac’himp ket !

    Deomp hon menez, hon c’hoad, hon mor !
    Ouzh pep estren prennomp hon dor.
    Dirak Doue, dirak ar Bed,
    O touomp mervel mar bez ret !

    O Are santel, hon sikour !
    ’Vit diwall pinvidig ha paour
    Ni ’vo gouest da sevel bepred.
    Hiriv ni ’varvo mar bez ret !

    War-raok, war-raok, you, hou, hou !
    War-raok, war-raok, you, hou, hou !

Neuze, en ur youc’hal, bugale ar Gelted
’Ziskennas en draonienn war ul linenn renket,
E-keit ma tassone betek deun ar c’hoadoù
Strak ar varc’hegerien ha son an trompilhoù...

An emgann a voe start. E ledander ar c’han
Astennet rak Are ez oa ret, hep ehan,
Douarañ ar c’horfoù kouezhet war an dachenn,
Ha dre gant ha dre vil, rak aon ouzh ar vosenn...

Ha, goude, me ’gav din klevet war e c’horre
Esus, mestr ar brezel, en e zorn ul lore :
« Drouized enoret, gwisket ho mantell wenn,
Kemerit ho falz aour, lakit ho kurunenn.
Kelted ho ene taer doujet dre ar broioù,
War-sav, afo, afo ! Er-maez eus ho pezioù !
Breizh-Izel a chom sonn ha bepred galloudus.
Mirit an darvoud-mañ ’n hoc’h Istor burzhudus ! »