ar Rouanez Anna

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 04/01/1920
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an aotroù Coroller

Ar rouanez Anna, e Langeais o paouez,
A selle ouzh stêr Loar diwar ur pondalez
O ruilhañ en he c’han ’vel en ur gampoullenn
He gwagennoù c’hwezhet, bouilhennek ha melen.
Hag, e-pad ma kerzhent ’trezek ar mor ec’hon,
He spered o heuilhe, leun a brederioù don...

Pell du-hont, er C’hornog, en em sante galvet
Gant he c’hoad, he menez, kement he doa kuitêt.
An noz he c’havas trist. Dre he c’housk e kleve,
Daoulinet ’tal he dor, ur rummad bugale
Gwisket a-giz ’n he Bro, o pediñ en o yezh
Ma chomfe Breizh o mad, hag atav d’an Dukez !

Antronoz, stêr al Loar, bouilhennek ha melen,
’Ruilhe war-zu ar mor hep ehan na termen ;
Ha Langeais a welas, dindan mourrenn Anna,
O kwilc’hat he lagad, an daeroù o kouezhañ.
Ha hi, deut Rouanez er vravañ bro er bed,
’Chome he c’halon stag ouzh he Broig bepred.