Plac’h Sant-Riwall

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 06/08/1916
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ti ar Boudiged
Pe ar C’horriged
A zo war ziskenn
Lein ar menez Gwenn1.
Di an dud diroll,
Dare d’en em goll
Hervez hon tud kozh,
Gant an Drouk-Spered
A veze stlejet
En un dañs padus
Ha meurbet drastus.
Un hevelep avel-dro
’Guitaer hanter-varv,
Ha, gwashañ zo da vab-den,
Kollet, daonet da viken !
Ma n’em c’hredit,
     Selaouit :

Ur plac’h eus ar re goantañ,
Ouzhpenn ar binvidikañ,
Aet da bardon Brenniliz,
A zisprizas an iliz.
En un ober mil buhez
E tremenas he devezh.
Gant ur c’horrigan,
’N ur waremmad lann,
Ez eas da goaniañ,
O Itron Varia !
Goude e tañsas,
     E lammas !...

Antronoz vintin,
E troad ur bod pin,
Tost d’un ti balan,
En em gavas dialan...
Parrozianiz Sant-Riwall,
Eus ho pri ez oa ur plac’h fall !

Pa voe en-dro d’ar gêr,
E klevas he fater.
Chom a reas digas ha dilavar
Dirak he zad, labourer-douar.
Un den en e stad
A oa da glemm mat :

Karget da urzhiañ ur bugel didalvez
E pep tu, e pep lec’h mezhus-bras he bale.
E drubuilh, siwazh, echu n’ez oa ket :
Bemdez e weled e verc’h o kerzhet
     Er gwaremmoù,
     Er yunioù,
Ur sadorn, war-lerc’h ar grasoù,
E reas e-leizh a ardoù :
He fas oa dislivet ; he daoulagad ferv ;
N’he doa en he genoù nemet komzoù c’hwerv.
     En un drouk-pediñ,
     En ur vallozhiñ,
          E krias :
          « Mallaz !
Dre an drein ha dre an drez,
Dre ar siminal er-maez !... »

Kerkent e tisparisas,
’Keit ha ma reer sin ar Groaz...

          Er vro,
          Tro-war-dro,
          Er menez,
          E Yun-Elez,
     E weled ur skeudenn
     En deñvalijenn ;
En ti, e kêr e renas un hevelep spont
Ken na grede den na mont na dont.

     Bep sizhun, d’ar sadorn,
     War-lerc’h kontoù born,
          Ar plac’h kaezh,
     Gwechall leun a furnezh,
     A gerzhe d’he dizurzhioù.
     ’Vit he zud pebezh poanioù !

     A-bell ne vevas,
     An diaoul he sammas...

Setu termen pep buhez fall !
Dalc’homp soñj eus plac’h Sant-Riwall.

 

1 E Brenniliz