un Nozvezh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    Kerzu 1915

    Pedenn an Tad-kozh

An noz a oa du, trist ha yen,
Ar glav a gouezhe... Er-maez den !
Pa ’n em gavjomp en em vodet
’Kichen an tan, ’tro d’an oaled.

Gwelet a c’helled, en ur c’horn,
Ur soudard o fumiñ e gorn ;
E gapotenn freget, hep liv,
’Ziskoueze ’oa bet er fozioù.

A-geñver dezhañ an tad-kozh,
Evel ur sant war e biltos,
’lonke komzoù e vab henañ
O tont d’ar gêr ar wech kentañ.

Ar re yaouank a selaoue
Gant souezh, gant preder ha gant feiz,
E-pad ma luskelle sioulik
Mestrez an ti he bugelig.

Hon lagad ’lies ’deneras,
Met hon c’halon a startaas.
Ne lâre ket ar soudard deomp :
« Kendalc’homp mat hag e trechfomp ?
Kredit, o va c’hredit, ar Frañs
A welo eur an delivrañs ! »

    ***

Pa voe deuet poent ar c’housked,
An tad-kozh, war e vazh harpet,
A grias : « Ra vezo va Bro
Trec’h d’an Alamaned garv !
Doue, va fardoniñ a reot,
Ne raio pedenn all va zeod !...
Tud ker, daoulinomp hep gortoz,
Ha war hon enebour mallozh ! »

Ar gompagnunezh unanet
’Respontas : « Vel-se bezet graet !... »

    ***

An noz a oa du, trist ha yen,
Ar glav a gouezhe... Er-maez den !