E Gwele ar Ramzed

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 27/07/1920
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    pe Stankenn an aod1
    d’an aotroù doktor Coquil

Iskisat da welet eo Gwele ar Ramzed
Gant dent lemm an avel, ar glav, ar skorn kleuzet !
Kreñvoc’h eget ar maen eo, eta, an amzer
Peogwir e teu a-benn da reuziañ ar reier,
D’o lakat da ruilhañ tamm-ha-tamm er ganienn,
Da stankañ al lennoù, da stouvañ pep bouilhenn.

Koulskoude, ar vuhez n’eo ket hepken garv :
Krouidigezh dalc’hmat ’gaver ’tal ar marv ;
Ma’z a kalz traoù da get ’n em ziskouez re nevez ;
Bepred e korn pe gorn e sav talvoudegezh.

Pleget dindan an oad, deut gwezenn dizeliet,
Na glemmomp ket, eta ; gant re all ’vimp heuliet,
Nerzhek, gwanik, toc’hor, greomp diouzh hon doare,
Ha lakomp hon fiziañs e Madelezh Doue,
Setu va mennozhioù e Gwele ar Ramzed,
’N un adkemer va hent, tost an heol da guzhet...
War dorgenn Sant Mikael e tarzhe ken dispar
Ma vanis goursavet, diskabell, dilavar.

 

1 E menez Brasparzh