Gouenn ar Vretoned !
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
da F.-M. Denez, Lennon
Dizaon rak ar marv hag en emgannoù taer,
Doujañsus d’ar vaouez, d’ar re zinerzh tener,
En anv ar Frankiz hor Gourdadoù ’drec’he
Eus ribl mor Hanternoz betek mor ar C’hreisteiz.
Hiriv, kozh ha yaouank eus a Vro Vreizh-Izel
A ro d’ar Frañs karet harp start ha gwir skoazell :
Hor soudarded kadarn, hon tud a vor dispar
A gouezh dre gant ha kant da zifenn he douar.
Ma tleomp lavaret « An holl ’ra o dever,
Zo dare da c’houzañv poanioù kriz ar merzher »,
’Ve reizh embann ivez, diskuilhañ e pep giz
’Eo stankoc’h an truaj paeet gant hor Broiz.
Vertuzioù ar c’hiz-se, tra a-berzh tad ha mamm,
A ro, sur, testeni d’ur Ouenn glan ha dinamm !
Bale a reomp, eta, war roudoù ar Gelted,
E sklêrijenn an deiz hor banniel displeget1.
Kalz, pa vefont distro, ’gano gant levenez :
« Adsum ! adsum ! adsum ! ni oa eno ivez !
Ha ni ’gar disklêriañ : dindan ar boledoù,
Koulz hag er fozioù don, er garvañ stourmadoù,
Laouen ha dinec’h-kaer, paotred sart, kreñv, hardizh,
Tud dihun ha dispont, sed aze ar Vreizhiz ! »
***
Ra vo miret o YEZH, kendalc’het o GIZIOÙ !
Da reiñ he sev d’o gouenn ez int, sur, ar gwrizioù.
Mezheven 1915
1 Dan nawdd Duw, yn ngolenni y dydd, dindan skoazell Doue, hag e gouloù an deiz, ger-stur ar Gelted, a zo skrivet war vanniel ar Gorsedd.