Goude ur barrad glav

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 08/07/1919
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An oabl oa entanet, ken sklêr ha ken skedus,
Pa savas, d’an enderv, un amzer arneüs !
Prest ’n ur glogorenniñ ur glav pil a gouezhas,
Hag al labourerien ken buan a dec’has
Evit en em zastum e kostez ar c’hleuzioù,
’Vel ma ra an deñved pa gurun er maezioù.

Pa ehanas ar glav, pebezh freskadurezh,
Ha d’an holl douaroù, peseurt magadurezh,
Pebezh sioulder ivez ! Gant va divrec’h kroazet
Ouzh an Hent-Izelañ1 e sellan sebezet :
An heol splann war ar vro ’lugernas a-nevez ;
Pep tra a advevas. Ar filiped ’heje
O divaskell glebiet a-raok mont da enklask
O boued war al leurioù. ’N ur wezenn, ur vondrask
A gane ken nerzhus en un ton ken sklentin
Ma soñjen na voe bet biskoazh kaeroc’h mintin.

D’an hevelep eurioù, an holl draoù war ar bed
’Dle santout en o c’hreiz buhez hag eürusted.

 

1 A-dreñv ar Porzh Kloz, er Fouilhez