daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Setu ma ’ya bremañ levr kentañ ganet ar barzh Mataliz da zont dirak pobl Breizh-Izel.

Pobl Breizh-Izel a raio dezhañ degemer mat, rak, ouzhpenn ma’z eo skrivet gant ur micherour, dibaot a levr a c’hallfe e ken nebeut a bajennoù, reiñ ken alies a gentel.

Gallout a ran lavaret eo teurniet gantañ deus krec’h d’an traoñ : rak n’eo ket ar sonnigoù hepken o deus talvoudegezh dispar : ar poltredoù ivez a zo bet designet gant Mataliz, dornet mat evel ma vo gwelet, ha seul vui dellidus a c’hourc’hemennoù an dud a anaoudegezh, ma n’eus, en design evel e pep tra all, en em c’hraet e-unan.

En ul lenn Breizh Divarvel, gwitibunan a c’hall deskiñ penaos e teu ul labourer da vezañ, gant youl ha poan, ur Breizhad rik, ur Barzh awenet, hag un Den, e lavaridigezh ledanañ ar ger.

                                                     Taldir Jaffrennou