E-tal ar wazh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Annales de Bretagne
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
numéro XVIII, 1902, pp. 212 et ss. – Second prix de recueil de poésie, second prix de sône, mention pour le concours de gwerz au concours organisé par l'Union Régionaliste Bretonne à Quimperlé en 1902.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

’Korn ma frad ur feunteunig
Hag e-biou de’i ur wazhig,
Ur wazhig dour digemmesk
Nann eo aet kammed da hesk.

Goude lein, me d’eveshaat
Mar ’mañ ’n haleg o c’hlasaat ;
Pa deu d’an haleg bleunio[ù] 
’Sav ar goañv da vont en-dro.

’Tal ar wazh kannerezhed,
(Ken sart na oufec’h gwelet) ;
Troñset gante o mañchoù,
Serret klenk ’n o c’hasedoù.

Herrus-herr ’y-a ar c’holvazh,
Herrusoc’h an teodoù c’hoazh ;
’Lec’h zo div blac’h ’vez marc’had,
’Lec’h zo teir ’vez foar… dalc’hmat !!

« Fañchonig, ar plac’h faro,
’Benn gouelioù Pask a zougo,
(’Vit he zad o pebezh nec’h !)
Hec’h enor war he divrec’h. »

« Yann e Gernioù, a Vod-Skav,
Eo gratis d’e zivskoazh,
’B’oe ’aet kuit e wreg Kato,
Da skañvbennañ dre ar vro. »

« Lip zo manet, war ’glevan,
E zorn mat morzet outañ ;
Deskiñ d’e zorn kleiz ’ranko
Hent ar werenn d’e c’henoù. »

« Lom Skraper ’plije de’añ
Sammañ melchon ar nesañ :
Diwe’añ* gwech ’teuy en-dro    [diwezhañ] 
Gant ur choukad bazhadoù ! »

« Per Friter ’vanas ’n e lerc’h
Nebeudig a dra d’e verc’h :
’Leizh an oaled a huzel
Ha logod treut er c’hrignel ! »

« Katellig oa he mennozh
Monet d’an ebatoù noz ;
Koue’et ’deus n’ ur poull have 
Hag hi yen sklaset ab’oe. »

Pa deus din ur c’haouad paz…
Ar c’hannerezed ’davas !
Anez ’benn ’vije bet noz,
’Dije peilhet ar barroz ! !