ar Botaouer-koad

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Rennes, Dornskrid 0990 eus ar Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Page 167
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar botaouer-koad ’neus graet e lojenn
Ewar peulioù derv gant brug ha belen*,    [balan, banal] 
E-kreiz ar c’hoad don, e-lec’h na glever
’Met kan an evned hag hiboud ar stêr.

Ar botaouer-koad, ab’oe m’eo ganet,
Bolz an neñv hepken ha fav ’neus gwelet ;
E dadoù, ’raok d’an, oa botaouerien :
Botoioù, ’veltañ, a ray e vibien.

Ar botaouer-koad zo ur gwaz touet,
Ar moul ’ra seurt-se a zo peurgollet !
Mar serr deoc’h ho torn en e zorn, da wir,
E strak ho pizied ’n e grabanoù dir !

Ar botaouer-koad en deus bugale,
Hag a gresk o gwalc’h dindan nerzh an deiz ;
Iskuit ’vel gwibred, ’lammont er rabin,
O holl deskamant, bragal ha c’hoarzhin.

Ar botaouer-koad a gar e vicher,
E veilh hag e blaen hag e dalagner* :    [e davañjer ?] 
Ouzh dilhad aotroù ha mil skoed leve,
E baradur ler biken na drokfe !

Ar botaouer-koad ’rank ket ka’t skridoù,
’Vit goût an doare deus an amzerioù :
’N e veg gwi a grog ’dal ma tarzh an deiz,
Pa ve noz du-pod… e y-a d’e wele.

Ar botaouer-koad, gant tra disterañ,
A deu e galon ’n e greiz da ganañ :
Ur c’hornad butun, gwin-ardant… ul lomm !
Ha setu Youenn raktal en e blom !

Ar botaouer-koad ne gav ket dezhañ
’Ranker ka’t studi ’vit gallout bevañ :
Gwerz ar Boudedeo gant e bemp kwenneg
A zo sklêrañ tra ’c’houfe e galleg !

Ar botaouer-koad ’sav fae ’n e selloù,
Pa glev ’ve tabut ha kann er c’hêrioù ;
Al lern en em gar ’n o zoulloù, ’mezañ :
Er c’hoadoù ’kaver ar skouerioù gwellañ !

Ar botaouer-koad, keit ’c’hello fiñval,
Ar melvenn n’ e zorn, ’dalc’ho da boanial,
Ha ’vit hen diskar, pa deuy an Ankoù,
E vo war e souch o stummañ botoù !

Ar botaouer-koad, e-giz ma c’hanas,
A y-ey deus ar bed paour ha[g] hanter-noazh,
A-walc’h mar ’neve ’vit e gorf marv,
Ur bez er vered ’kichen e dadoù !!!