ur Bannac’h c’hoazh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Rennes, Dornskrid 0990 eus ar Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Page 168
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

’B’oe m’eo strinket an heol-mintin,
E c’henoù soublet ’n e chopin,
          Yann a Gerlaz,
Selloù un daonet en e benn,
Gant an ostiz ’ra ’met goulenn :
          « Ur bannac’h c’hoazh ! »

An noz du a zo o tonet ;
Her stlapañ ’maez a zo ranket
          War an hent bras ;
’Mesk ar fank war e grabanoù
’Talc’h da vlejal ’vel un tarv :
          « Ur bannac’h c’hoazh ! »

Hanternoz pell zo zo sonet
Pa’z ae ar mezvier dihunet
          El lanneg glas ;
Ha d’ar gêr a-eil-penn o vont,
Yudal a ra ma’z ae ur spont :
          « Ur bannac’h c’hoazh ! »

          ***

’Tal an oaled yen ar vamm gaezh,
Koaniet de’i gant ur bannac’h laezh
          Ha bara kraz,
A font dindan samm an drubuilh,
Hag an daeroù c’hwerv a red puilh
          ’C’hortoz he gwaz !

O ! nag eo kriz he flanedenn !
Bemdez pounneroc’h da zougen
          A ya he c’hroaz !
Goude poanial ganti noz-deiz,
Kaout nemet lev-Doue,
          Ha taolioù bazh !

Keit na voe dornet ’met warni,
He glac’har a vagas enni :
          Tamm ne glemmas !
Met skeiñ daou vugel hep difenn…
Kalon ar vamm gant an anken
          Hanter-frailhas :

          ***

Du-hont o pebezh youc’hadenn !
Er penn all deus ar vilajenn,
          E yud ar chas ;
Gwreg paour, ur sell war-zu Doue,
Rak ’z ez da c’houzañv adarre,
          Ha gwashoc’h-gwazh !

Ar mezvier er porzh zo arri* ;    [arru] 
Ar prenn-dor ’neus foetet en ti
          Gant ur bount-skoazh ;
E vouezh zo roget hag euzhus :
« Tan kurun ! Dihunomp fonnus !
          Ur bannac’h c’hoazh ! »

Ar vamm a-daolioù ’neus malet,
’Traoñ an ti en deus hi stlejet,
          Bloñset, e noazh ;
Derc’hel d’he drailhañ ’nije graet
Met, skuizh, d’an douar ’z eo kouezhet :
          « Ur bannac’h c’hoazh ! »

Un amezeg d’an abardaez,
Den o fiñval dre na wele,
          E ti ’z eas ;
Ar vamm baour ’n he gwad oa beuzet,
Ha Yann ’darre dre e gousked :
          « Ur bannac’h c’hoazh ! »