Respont Anna

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 13/06/1915
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    Ar s’un dremenet, hol lennerien o deus kavet amañ lizher ur soudard a Vreizh-Izel da Anna, e garantez. Setu bremañ respont Anna d’he mignon.

    War ar memes ton, pe war don « son ar bloavezh mat, doni-done ».

Resevet em eus, ma mignon,
Ho lizher ken dereat,
Ha dont a ran a greiz kalon
Fenoz d’ho trugarekaat.

Spontet ’on gant soñj an dañjer
Ho spi aze deiz ha noz,
P’edon amañ ken dibreder
Dindan toenn ma zud kozh.

E Breizh, gant an nevez-amzer,
Ez eus glizh ha bleuñv lirzhin,
Laboused o kanañ seder
Er brouskoadoù da vintin.

Koulskoude, bec’h ar vuhegezh
A zo poanius ha c’hwerv :
Avel-sil an dristidigezh
A zisec’h ar c’halonoù.

Ne glever ken mouezhioù seder
O tregerniñ da serr-noz,
Met gant Feiz e tarempreder
Gouelioù santel hor sent kozh.

E-touez kerent ha mignoned
Ne welan ket neventi,
Met, me ’gred, zo chistr boutailhet
Ouzh ho kortoz e pep ti...

O Yannig, ma gwellañ mignon,
Penaos soñjal e teufen
Da vruzuniñ deoc’h ho kalon,
Pa varvfec’h ’vit ma difenn ?...

Lies ez an ma-unanig
Da bediñ ha da soñjal,
Goude koan, war ribl ar wazhig
’Lec’h ma huñvreemp gwechall.

Ha ma spered, skañv a-wechoù,
A-dreuz klemmoù ar brezel,
A glev kleier an euredoù
O tiston e Breizh-Izel.

Kalon, eta, mignon Yannig,
Ha degasit hepdale
Ha c’hoantiz d’ho tous Annaig,
Da sent Breizh ur bod lore !...