Ma zelenn
Luskellet gant awen ur beure glizhennet,
Dre ar geot mousc’hoarzhus, ar man perlezennet,
Me a valee ar maezioù ;
Ma c’halon a verve gant teneridigezh
Ha war divaskell aour ael an huñvredigezh
A save da glask mennozhioù.
Mezhevennet ma sell gant heol splann ar mintin,
E heuilhen ribl ur wazh, a c’hrizhilhe sklentin
War bili arc’hant he c’havell.
Pa welis ’us d’an dour, en haleg brizh-velen,
Ur benveg lugernus, heñvel ouzh un delenn,
O vrañskellat gant an avel.
Souezhet, evurus, ma c’halon a dridas ;
War an taol, o burzhud ! Al latenn a ridas1
Dindan nerzhusoc’h aezhennig,
Hag he mouezh, o tremen en delennig vleuniet,
A gouezhe ken tener war ma c’halon leuniet
Hag ar glizh war ur rozennig.
Troc’hañ ’ris ar gwial he stage ouzh ar bod...
Daoust piv a lakeas ur benveg ken dibaot
War wenodenn ma huñvreoù ?
– Doue... pe ur barzh kozh, den da glozañ e erv,
A deuas, marteze, harpet war e vazh derv,
D’hen kinnig da foñs ar goueoù2...
O krenañ gant eurvad, e stennis ar c’herdenn
Hag e klevis neuze, heñvel ouzh ur bedenn
Ur muzik hag a seblante
Ur pennad d’an oabloù sevel meuleudius
Ha diskenn, re zinerzh, da vervel dudius
’N ur voubouenn a garantez...
Ab’oe, sul ha pemdez, laouen pe c’hlac’haret
Hervez stad ma c’halon, ma zelennig karet
A ouel pe a gan birvidik !
He c’hentelioù koueriad o deus nebeut a bouez
Ha birviken, moarvat, ne vo klevet he mouezh
E kastell aour ar pinvidig.
Met war dreuzioù ma zi pa zeuan da serr-noz,
Dindan c’hwezhioù melus ar spern-gwenn hag ar roz
Da ganañ ur sonig laouen,
Ar poanier a darnij d’ur vro blijadurus
Ha paotr-saout ar menez a c’hwitell evurus
An diskan eus ma c’hanaouenn.
O telenn venniget, benveg barzhonius !
Ennout ar varzhed kozh a ouel melkonius
D’ar vro goant a vir o siell.
Te ’vo c’hoar ma deizioù, ma harp hiviziken !
Hag etre ma daouarn te ’sono da viken
Evit Doue ha Breizh-Izel !
1 Ar wazh a fiñvas, latenn eo ur ger a Gerne
2 Lec’hioù gouez, ger a Gerne