Lizher soudard
war don : Me zo pedet gant ur mignon
E korn ur c’hoad, ma-unanig,
War ma sac’h o tiskuizhañ,
Ma spered a nij goustadik
’N ho kichen, ma dous Anna.
’Us da’m fenn, luc’hed a gounnar,
E c’hwiban ar boledoù ;
Ouzh ma zreid e kren an douar
Gant kurun ar c’hanolioù.
Annaig pegen frealzus,
E-kreiz reuzioù ar brezel,
Soñjal e peoc’h karantezus
Ha koantiri Breizh-Izel .
O ma Breizh, ma bro venniget,
Nag ez eo dous ho anv !
Tridal a reer ouzh hen klevet
E-kreiz dañjer ar marv.
Na pegoulz e teuy an devezh
Ma adkavin adarre
Ma mamm dener, ma ziegezh,
Ha mousc’hoarzh ma c’harantez ?
Lârit din, Annaig karet,
Hag eñ ’vo bloaz avaloù,
Ha yac’h eo an holl vignoned,
Ha digor ar pardonioù ?
Touit c’hoazh n’ankouafet biken
Neb a anvit ho mignon...
Na doujin fuzuilh na sabrenn
Pa vin sur eus ho kalon !
Laket ’meus ar groazig santel,
’Poa roet din o kuitaat,
E korn ho mouchouer godell
Ruziet div wech gant ma gwad.
Gant seurt teñzor war e galon
Ha sikour ho pedennoù,
Soudard Breizh a vo dispouron
Ha miret en dañjerioù.
Koulskoude, mard eo din laket,
Me ’varvo leun a fiziañs
Evidoc’h, ma muiañ-karet,
Evit Doue ha Bro-Frañs !...
Sellit ivez ouzh Respont Anna.