Diougan Gwenc’hlan (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa guzh an heol, pa foeñv ar mor,
Me ’oar kanañ war dreuz ma dor.

Pa oan yaouank me a gane ;
Pa’z on deut kozh, me ’gan ivez.

Me ’gan en noz, me ’gan en deiz
Ha me keuziet koulskoude.

Mard eo ganin stouet ma beg,
Mar ’meus keuz, n’eo ket hep abeg.

Evit aon me n’am eus ket,
’Meus ket aon da vout lazhet ;

Evit aon me n’am eus ket,
Amzer a-walc’h ez on-me bet.

Pa ’vin ket klasket ’vin kavet ;
Ha pa’z on klasket n’ez on ket.

Na vern petra a c’hoarvezo :
Pezh a zo dleet a vezo.

Ret eo d’an holl mervel teir gwech,
Kent evit arsav en diwezh.