ar C’havell hag ar bez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Ar Vro, octobre 1906
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

          war don Teofilus

C’hoarzhin ’ra ar bugel, nevez deut c’hoazh er bed,
C’hoarzhin ’ra d’e vammig pa ya d’hel luskellat.
Tost d’ar c’havell, ar vamm aliesik a bed :
« Doue, grit d’ar c’hleñved diouzh va bugel pellaat. »

– En-dro d’ar bez dister, e kornig ar vered,
Nag a hini a bed, leun a dristidigezh !
O ! Nag a dud e kañv, ankeniet o spered,
A leñv d’ur mab, d’ur verc’h, pe d’un tad, d’ur vamm gaezh !

En-dro d’ar c’havellig, ar vamm a gan laouen
Hag a vousc’hoarzh seder pa c’hoarzh he c’hrouadur...
– A-us d’ar bez, an evn a gan e ganaouenn,
Met trist, rak er vered n’eus ken a blijadur !

– Bez ha kavell, an holl a vez klozet ganeoc’h,
Peogwir, goude genel, e rankomp holl mervel...
– Ar bez zo difennet gant skeud ar Groaz a beoc’h,
’Vel ma tifenn ar vamm he bugel ’n e gavell.

– Er c’havell e tihun ar bugel d’ar vuhez,
Evit bezañ gwasket gant ar boan, an anken,
Hag an den just a gousk, en ur c’houlenn truez,
E strad ar bez, a-raok mont d’an Neñv da viken !