IV

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, hep bloaziad
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    Yann distro eus e veaj

PENDOLOG ha YANN

    PENDOLOG
Yann, un tammig ’out diwezhad.

    YANN o sec’hañ e dal
Kredit ac’hanon, aotroù ! Redet am eus ken na c’hwezhan.

    PENDOLOG
Hep ehanañ tamm ebet ?

    YANN
A ! aotroù, ken nebeut ma ne dalv ket ar boan komz a gement-se !

    PENDOLOG
Ha petra en deus lavaret dit an aotroù Bidoch ?

    YANN
Al lizher-mañ en deus roet din evidoc’h.

    PENDOLOG
Petra en deus lavaret diwar-benn ar gedon ? Laouen eo bet ouzhit ?

    YANN
Oh ! ya, aotroù, biskoazh n’em eus gwelet den laouenoc’h. Lavaret hag azlavaret en deus meur a wech penaos ez oac’h ar gwellañ eus an holl vignoned… ha me ivez, a yoa ur « bon garçon ».

    PENDOLOG a lenn al lizher a vouezh uhel
« Va mignon kaer. Ur merk nevez a garantez a ziskouezez en ur zigas din ul lodenn eus ar pezh ac’h eus paket o chaseal. Lavaret a refed zoken penaos ’out moumounig Sant Hubert, rak ur maout ’out evit dineizhañ ar gedon. Un nebeud ’on souezhet evelato da glevet o komz eus a deir c’had, ha Yann n’en doa nemet div en e baner. Marteze n’ez poa ket lazhet mat unan eus an teir c’had, hag hounnezh, a gredan, a zo aet e breskenn eus a baner Yann, hag a zo o c’hoari koukou en un tu bennak… N’on ket evit-se nebeutoc’h anaoudek dit, ha da drugarekaat a ran a greiz kalon, rak gant an div c’had Katell a raio deomp ur geusteurenn, ur friko ha ne vanko ennañ nemedout. Da vignon anaoudek, Bidoch. »
Yann ! Yann ! Klevet mat ec’h eus ar pezh am eus lennet war al lizher-mañ ? N’em boa-me ket lakaet er mintin-mañ teir c’had er baner ?

    YANN
Ya, aotroù, teir c’had.

    PENDOLOG
Ha va mignon Bidoch a lavar n’en deus bet nemet div.

    YANN
Ya, aotroù, div c’had.

    PENDOLOG
Anzav a rez ivez n’ec’h eus roet nemet div ?

    YANN
Ya, aotroù, div c’had.

    PENDOLOG
Bremañ eo sklêr hag anat evit an holl penaos ec’h eus bet teir c’had da…

    YANN
Ya, aotroù, teir c’had.

    PENDOLOG
Ro peoc’h din, glaourenneg… ha penaos Bidoch n’en deus bet diganez nemet div c’had.

    YANN
Ya, aotroù, div c’had.

    PENDOLOG
Peoc’h a roy, genoù tartez ?… ha selaou mat… eus a ziv c’had da deir[…]

    YANN
Ya, aotroù, teir c’had.

    PENDOLOG
Ur wech c’hoazh, peoc’h a roy, marlonk ! Te a rafe din koll va skiant. Ur c’had a vank, ne dalv ket ar boan dit klask digarezioù. Petra ac’h eus-te graet ganti ? Klaoustre ec’h eus bet an tañva anezhi ?

    YANN
Ah ! Ah ! Ah ! aotroù, c’hwi n’oc’h ket un den ken diot hag ho mignon Bidoch ! C’hwi zo un diviner !!!