III

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, sans date
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    E ti an aotroù Bidoch

    AN AO. BIDOCH o vale en e gambr. Yann a sko war an nor

Piv zo ?… Deuit en ti.

    YANN

Devezh mat deoc’h, aotroù Bidoch ! Deuet ’on da zigas deoc’h a berzh an aotroù Pendolog, va mestr, peadra da ober un tamm fest evit meurlarjez. (Yann a ro al lizher hag a laka e baner war an douar.)

    BIDOCH

Ha ! Yann, te a zo ur paotr kalonek, ha da vestr eo ar gwellañ eus an holl vignoned. (Al lizher a lenn uhel.)
« Va mignon ker, ur blijadur vras eo evidon gellout kinnig teir c’had dit. An dra-se a ziskouezo pegen evurus eo bet va abadenn chaseal. Krediñ a rafen ober gaou ouzh hor mignonaj kozh o chom hep kas dit peadra da ober evit meurlarjez un tamm lip-e-bav… Lavar da Gatell lakaat he holl ouiziegezh da ober mat ar geusteurenn. Da vignon kozh, Pendolog. »
Gwelomp ’ta ar gedon kaer-se.

    YANN oc’h astenn e baner

Dalit, aotroù, setu i amañ.

    BIDOCH o tigeriñ ar baner, ne gav nemet div c’had

Met, va faotr, ne welan nemet div, ha koulskoude, al lizher a gomz din a deir c’had.

    YANN

Ya, aotroù, teir c’had.

    BIDOCH

Met, n’eus nemet div c’had ez paner.

    YANN

Ya, aotroù, div c’had.

    BIDOCH

Ac’hanta, al lizher am eus lennet bremaik dirazout a gomz a deir c’had.

    YANN

Ya, aotroù, teir c’had.

    BIDOCH

Ur wech c’hoazh, e-lec’h teir, ne welan nemet div.

    YANN

Ya, aotroù, div c’had.

    BIDOCH

Azen diot ma’z out, e-lec’h teir n’ec’h eus nemet div.

    YANN

Ya, aotroù, div c’had.

    BIDOCH

Anzav fraezh din ez poa teir c’had da zigas a berzh va mignon.

    YANN

Ya, aotroù, teir c’had.

    BIDOCH

Teir a leverez ! E pelec’h emañ an deirvet rak n’ec’h eus aze nemet div hepken ?

    YANN

Ya, aotroù, div c’had.

    BIDOCH

Met, sac’h an dien ! ne ouzout na sou na dic’ha ! N’eo ket div eo, pa lavaran teir.

    YANN

Ya, aotroù, teir c’had.

    BIDOCH o skrivañ

Ro peoc’h din, genoù tartez ! rak sotoc’h ’out eget ar botoù a zo ez treid. Dal, ro al lizher-mañ da’m mignon Pendolog. Selaou c’hoazh ac’hanon. Mar kavez pe mar klevez e ve, en un tu bennak, spered ha skiant da werzhañ, e rafes mat prenañ da lod… ezhomm ac’h eus.

    YANN

Kenavo, aotroù, ha yec’hed mat deoc’h (Ez a kuit.)

    BIDOCH

Pebezh genaoueg ! pebezh diod ! ne ouzon ket penaos va mignon Pendolog a c’hell derc’hel en e di ur banezenn evel hennezh.