Noz-veilh an Anaon

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          Soñjit en ho tad, en ho mamm,
          Er purgator e-kreiz ar flamm ;
          Va mab, va merc’h, ah ! selaouit !...
          En an’ Doue, hor sikourit !
                        (eus kantikoù Kemper)

Kement-mañ a yoa d’an deiz kentañ a viz du, ha serr-noz an devezh ma ra an Iliz gouel bras an Hollsent ha ma tegas soñj deomp eus hor c’herent a zo o leskiñ er purgator.

Ur sutadenn er c’horn-tro, hag e oe gwelet ar marc’h du o tont gant herr da chom a-sav dirak ti hent-houarn Sant Tegonneg. A-raok zoken m’o doa ehanet aheloù ar rodoù da wigourat e weljod un den yaouank o tiskenn, o lavaret kenavo d’ar vignoned o doa graet hent gantañ ; hag, o vezañ aet e-maez an ti, o welet c’hoazh ar c’halabousennoù ruz, o lavaras uhel :

– Kenavo biken d’an arme !

Ha neuze, sonn war e zivesker, e gasketenn gantañ war gostez e benn, hon den yaouank a yeas, gwech gant an hentoù, aliesoc’h dre wenodennoù evit en em gavout kentoc’h e Krec’h Kelenn.

Kaer oa an traoù a bep tu d’an neb a vije bet e spered gant oberoù ar grouidigezh. Ur stêrig trouzus a rede he doureier d’an traoñ, a-dreuz ar roz hag an haleg ; al laboused a richane o c’houbladoù diwezhañ a-raok kuzhat o fluñv dindan an delioù melen ; amañ hag ahont parkeier leun c’hoazh a souladoù, pe douaroù alaret darev da zegemeret had un eost nevez ; pelloc’h pradeier, koadoù, keriadennoù hanter guzhet gant bochadoù gwez evlec’h. Hor soudard a anaveze an holl draoù-se, ha daoust ma oa seizh vloaz abaoe n’en doa ket o gwelet, n’edo tamm ebet e spered e soñj ganto.

Setu eñ o chom a-sav en un taol krenn ; gwelet en deus du-se an ti soul ’lec’h emañ e vamm ouzh e c’hedal seizh vloaz hir a zo...

– Ha c’hoazh, nann, emezañ, n’emañ ket ouzh va gedal er pardaez-mañ ; gouzout a ra a-walc’h e teuin dizale, ne oar ket avat an devezh ; n’her gouien ket va-unan zoken pa skriven dezhi va lizher diwezhañ... N’eus forzh, muioc’h a se a blijadur a vo ganti degemeret ac’hanon.

Hag o vezañ lammet e dog soudard diwar e benn ez eas buanoc’h, hep sellet ouzh ar bochadoù lann ha brouskad a gave alies war e hent.

En draonienn du-se, pelloc’hik, her gouzout mat a rae, edo tour hag iliz a barrez, ’lec’h e oa bet badezet, ’lec’h en doa graet e bask kentañ, ha ’lec’h ez aje da skoulmañ e galon hag e vuhez gant kalon ha buhez e vestrezig, Frañsezaig an Ti-all.

Krediñ a rae e kavje e vamm azezet e korn an oaled, ar chapeled kozh ganti etre he daouarn, pe marteze o tebriñ un tammig soubenn an tri zraig gant ul loa goad, evel diagent...

En tu all eus an oaled e kavje e c’hoar vihan, sur a-walc’h... E c’hoar vihan a lavare ? Bihanik oa sur pa’z eas eñ eus ar gêr, hogen dont a ra kalz a vent d’ar merc’hed oc’h ober seizh vloaz. Na c’hoarzhin a raje o welet e varv, e galabousenn, e gabotenn, e vragoù ruz !...

Ha war gement-se hor Breizhad en em roas da ganañ ken na dregerne ar c’harter gant e vouezh skiltrus.

Petra eo eta d’ar c’hleier son ken truezus ? Deuet eo ar pardaez-noz, ha bremañ e klev a bep tu ar c’hleier o tiñtal... o tiñtal ar glazoù. Hag e teu soñj dezhañ eus e vreudeur yaouank, eus e dad, kaset gantañ d’an douar benniget. E galon a deu da vezañ strizh, hag ez esa lavaret an De profundis desket gantañ gwechall war varlenn e vamm.

Graet en doa ur pennad brav eus an hent, edo zoken gant ar wenodenn a gase war-eeun d’e gêr, pa glevas ur ganaouenn e toull dor un ti. Astenn a reas e skouarn da selaou, ha setu amañ petra ’glevas.

          Pa sko ar marv war an nor,
          Stok er c’halonoù ar c’hren-mor ;
          Da doull an nor pa deu ’r marv,
          Piv gant ar marv a yelo ?

          Hogen, ne vec’h ket souezhet
          Da doull ho tor mard omp degou’et ;
          Jezuz en deus hon degaset
          D’ho tihunañ mard oc’h kousket ;

          D’ho tihunañ, tud an ti-mañ,
          D’ho tihunañ, bras ha bihan :
          Ma’z eus, siwazh ! truez er bed,
          En an’ Doe hor sikouret* !    [sikourit]

          Breudeur, kerent ha mignoned,
          En an’ Doue, hor selaouit* !    [idem]
          En an’ Doue, pedet, pedet*,    [pedit]
          Rak ar vugale ne reont ket !

............................

Hag e welas, ur pennad goude, ar penn-tieg o tont davet ar ganerien. Un aluzenn a roas dezho o lavaret :

– Evit an Anaon !

Ar soudard a dizhas anezho, hag e lavaras d’o saludiñ :

- Noz-vat d’an anaon !

Hag int-i da zislavaret :

– Ha noz-vat ivez d’ar re vev !

Ober a rejont anaoudegezh ’hed an hent. Evit lavaret mat, en em anavezet ez oant gwechall, hogen keit a yoa n’oant ket bet e tu d’en em welet !... Setu ma ped ar soudard anezho da vont gantañ betek e di da ganañ d’e vamm Kanaouenn an Anaon.

– Va mamm, emezañ, klaoustre n’anavezo ket mouezh he mab !

Pegen souezhet e oe p’en em gavas dirak al leur, o welet an ti sklêrijennet kaer hag an nor digor frank da bep unan !

– Va mamm, eme ar paotr, n’eo ket kustum da chom ken diwezhad war sav !

– Santet he deus, kredabl eo, ez oa erru d’ar gêr !

Mont a reas e-unan, didrouzik, da sellet dre ar prenestr ; hogen ne reas nemet ur sell korn, rak aon en doa da vezañ gwelet eus an ti, hag e teuas da gerc’hat e vignoned chomet er-maez eus al leur, evit kas anezho didrouzig betek dor an ti. C’hweziñ yen a rae, ar c’haezh, rak ne gleve netra o fiñval en diabarzh.

Ar baotred a grogas evelato gant Kanaouenn an Anaon ; endra ma’z ae ar c’han en-dro ganto,

goustad ha gorrek, ar soudard a reas sin ar groaz hag a lammas didrouz dreist an treuzoù.

Edod o kanañ

          Breudeur, kerent ha mignoned,
          En an’ Doue, hor selaouit* !    [idem]
          En an’ Doue, pedet, pedet*,    [pedit]
          Rak ar vugale ne reont ket !

Setu eñ e-kreiz an ti, dallet gant ar sklêrijenn... Hag ar c’han a gendalc’h atav da vont en-dro...

          Gant ar re hon eus-ni maget
          Edomp pell zo ankounac’het,
          Gant ar re hon eus-ni karet
          Hep truez ez omp dilezet...

Gwelet a c’helle bremañ... War ar bank-tosel harp ouzh ar gwelet, ’lec’h ma kouskas pell amzer, ez oa pemp pe c’hwec’h maouez azezet, ar chapeled ganto en o dorn. Tre, er goueled, ez oa ur chapel wenn, ha tro-war-dro peder goulaouenn goar war alum... Pebezh taol a skoas kalon ar soudard !... Klevet e oe ur glemmadenn c’harv, pa’z edo ar ganerien gant ar poz war-lerc’h. Ar re-mañ a deuas ivez en ti, strafuilhet-holl gant an darvoud. E-harz ar gwele a varv, ’lec’h m’edo e vamm, ar soudard kaezh drouk-livet holl, liv ar marv ivez en e gerc’henn, a yoa kouezhet etre divrec’h e c’hoar.

– D’an daoulin !... D’an daoulin holl, gwazed, eme ar wreg a lavare pedennoù an noz-veilh : De profundis !...